Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ar Prezeger 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Komzoù ar Prezeger mab David, roue Jeruzalem.

2 Avel an avelioù, eme ar Prezeger, avel an avelioù, pep tra a zo avel.

3 Peseurt gounid a zo d'un den eus an holl labour a ra dindan an heol?

4 Ur rumm a dremen, unan all a zeu, met an douar a chom dalc'hmat.

5 An heol a sav, an heol a ya da guzh, hag ec'h huanad war-zu al lec'h ma sav a-nevez dioutañ.

6 An avel a ya d'ar c'hreisteiz, hag a dro d'an hanternoz, mont a ra o treiñ amañ hag ahont, hag e tistro warnañ e-unan.

7 An holl stêrioù a ya d'ar mor, ha n'eo ket leuniet ar mor; hag ar stêrioù a gendalc'h da vont da gavout al lec'h ma teuont dioutañ.

8 An holl draoù a labour muioc'h eget na c'hellfe an den lavarout; al lagad n'en deus ket e walc'h da welout, nag ar skouarn da glevout.

9 Ar pezh a zo bet eo ar pezh a vo, ar pezh a zo bet graet eo ar pezh a vo graet, n'eus netra nevez dindan an heol.

10 Ha bez' ez eus un dra ma vije lavaret diwar e benn: Sell 'ta, nevez eo? Bet eo dija er c'hantvedoù a zo bet araozomp.

11 Ne vez ket a eñvor eus an traoù a wechall, hag en hevelep doare ne vo ket a eñvor eus an traoù da zont e-touez ar re a zeuio diwezhatoc'h.

12 Me ar Prezeger a zo bet roue war Israel e Jeruzalem,

13 ha lakaet em eus va c'halon da glask ha da furchal gant furnez kement a vez graet dindan an neñvoù. Hennezh a zo un dra boanius roet digant Doue da vibien an dud, evit bezañ pledet ganti.

14 Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered.

15 Ar pezh a zo kamm ne c'hell ket en em eeunañ, hag ar pezh a vank ne c'hell ket bezañ niveret.

16 Komzet em eus em c'halon o lavarout: Setu em eus kresket ha brasaet e furnez, muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem, ha va c'halon he deus gwelet kalz a furnez hag a anaoudegezh.

17 Lakaet em eus va c'halon da anavezout ar furnez, ha da anavezout ar sotoni hag ar follentez; met intentet em eus eo kement-se ivez ur boan spered.

18 Rak gant kalz a furnez ez eus kalz a c'hlac'har, hag an hini a gresk en anaoudegezh a gresk e boan.

Lean sinn:



Sanasan