Apocalyps 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 9 1 Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc’houez puñs an donder a voe roet dezhañ, 2 hag e tigoras puñs an donder, hag e savas eus ar puñs ur vogedenn evel mogedenn ur fornez vras. An heol hag an aer a voe teñvalaet gant mogedenn ar puñs. 3 Kilheien-raden en em stlabezas war an douar eus ar vogedenn; roet e voe dezho ur galloud heñvel ouzh hini kruged an douar. 4 Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c’heot an douar, na da c’hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d’an dud n’o deus ket siell Doue war o zalioù. 5 Roet e voe dezho ar galloud, nann d’o lazhañ, met d’o heskinañ e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c’hrug pa flemm un den. 6 En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec’ho diouto. 7 Ar c’hilheien-se a oa heñvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. Bez’ e oa war o fennoù kurunennoù heñvel ouzh aour hag o dremmoù a oa evel dremmoù tud. 8 Blev o doa evel blev gwragez hag o dent a oa evel dent leoned. 9 Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d’an emgann. 10 Lostoù o doa evel re ar c’hruged hag en o lostoù e oa broudoù. O galloud a oa da noazout d’an dud e-pad pemp miz. 11 Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion. 12 Ar c’hentañ gwalleur a zo tremenet. Setu, dont a ra c’hoazh daou walleur all goude kement-se. 13 Ar c’hwec’hvet ael a sonas, hag e klevis ur vouezh a zeue eus pevar c’horn an aoter aour a zo dirak Doue, 14 o lavarout d’ar c’hwec’hvet ael en doa an drompilh: Diere ar pevar ael a zo ereet war ar stêr vras Eufratez. 15 Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhañ an deirvet lodenn eus an dud. 16 Niver marc’hegerien an arme en em save da zaou zekviliad a zekviliadoù, klevout a ris an niver anezho. 17 Evel-se e welis ar c’hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c’hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr. 18 An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù. 19 Rak o galloud a oa en o genoù hag en o lostoù; o lostoù a oa heñvel ouzh naered hag o doa pennoù, ha dre ar re-mañ eo e raent droug. 20 Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout. 21 N’o doe ket keuz eus o muntroù, nag eus o sorserezhioù, nag eus o hudurnez, nag eus o laeroñsioù. |