Apocalyps 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 Ar seizhvet siell 1 Pa zigoras ar seizhvet siell, e voe graet ur sioulded vras en neñv e-pad war-dro un hanter-eur. 2 Hag e welis ar seizh ael en em zalc’h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh. 3 Un ael all a zeuas hag en em zalc’has tost d’an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c’hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron. 4 Moged ar c’hwezh-vat gant pedennoù ar sent a bignas eus dorn an ael dirak Doue. 5 An ael a gemeras an ezañsouer, a leunias anezhañ gant tan eus an aoter hag a daolas anezhañ war an douar. Hag e voe mouezhioù, kurunoù, luc’hed hag ur c’hren-douar. Ar c’hwec’h trompilh kentañ 6 Ar seizh ael a oa ar seizh trompilh ganto en em brientas da seniñ. 7 An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c’heot glas a voe devet. 8 An eilvet ael a sonas, hag e voe stlapet er mor evel ur menez bras tanet holl. An deirvet lodenn eus ar mor a voe troet e gwad, 9 an deirvet lodenn eus ar grouadurien a oa er mor hag o doa buhez a varvas, hag an deirvet lodenn eus al listri a voe kollet. 10 An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras leskidik evel ur c’houlaouenn-dan, hag e kouezhas war an deirvet lodenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour. 11 Anv ar steredenn-se a zo Huelenn-c’hwerv. An deirvet lodenn eus an doureier a voe troet en huelenn-c’hwerv hag un niver bras a dud a varvas dre an doureier abalamour ma oant deuet da vezañ c’hwerv. 12 Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz. 13 Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d’an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c’hoazh seniñ! |