Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14 An Oan hag ar 144 000

1 Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc’he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù.

2 Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus ur c’hurun bras, hag e klevis ur vouezh a delennerien o stekiñ ouzh o zelennoù.

3 Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.

4 Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.

5 N’eus ket bet kavet a c’haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue.


Barnedigezh Doue kemennet gant tri ael

6 Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.

7 Gant ur vouezh kreñv e lavare: Doujit Doue ha roit gloar dezhañ, rak eur e varnedigezh a zo deuet; azeulit an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor ha mammennoù an doureier.

8 Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m’he deus roet da evañ d’an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh.

9 Un trede ael a heulie anezho o lavarout gant ur vouezh kreñv: Mar azeul unan bennak al loen hag e skeudenn, ha mar kemer ur merk war e dal pe en e zorn,

10 ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.

11 Moged o estrenvan a sav e kantvedoù ar c’hantvedoù, n’o deus diskuizh ebet, na deiz na noz, ar re a azeul al loen hag e skeudenn, ha piv bennak a gemer merk e anv.

12 Amañ emañ pasianted ar sent, amañ emañ ar re a vir gourc’hemennoù Doue ha feiz Jezuz.

13 Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.


Eost an douar

14 Me a sellas ha setu, e oa ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn unan bennak azezet a oa heñvel ouzh Mab an den, o kaout war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falc’h lemm.

15 Un ael all a yeas kuit eus an templ, o krial gant ur vouezh kreñv d’an hini a oa azezet war ar goabrenn: Taol da falc’h ha med, an amzer da vediñ a zo deuet evidout rak eost an douar a zo darev.

16 An hini a oa azezet war ar goabrenn a daolas e falc’h war an douar, hag an douar a voe medet.

17 Un ael all a yeas kuit eus an templ a zo en neñv, o kaout ivez ur falc’h lemm.

18 Dont a reas kuit eus an aoter un ael all, en doa galloud war an tan, hag e krias gant ur vouezh uhel d’an hini en doa ar falc’h lemm, o lavarout: Taol da falc’h lemm ha dastum ar blokadoù rezin eus gwinienn an douar, rak ar rezin anezho a zo darev.

19 An ael a daolas e falc’h war an douar, a zastumas rezin gwinienn an douar hag o zaolas e beol vras kounnar Doue.

20 Ar veoliad a voe gwasket er-maez eus kêr, ha gwad a zeuas kuit eus ar veol betek bridoù ar c’hezeg, war un astennidigezh a vil c’hwec’h kant stadenn.

Lean sinn:



Sanasan