Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10 An ael galloudek hag al levr bihan

1 Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez’ e oa ur wareg-c’hlav a-us d’e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan.

2 Derc’hel a rae en e zorn ul levr bihan digor. Lakaat a reas e droad dehou war ar mor hag e hini kleiz war an douar,

3 hag e krias gant ur vouezh kreñv evel ul leon pa yud. Pa grias, ar seizh kurun a roas da glevout o mouezh.

4 P’o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho.

5 An ael am boa gwelet oc’h en em zerc’hel war ar mor ha war an douar a savas e zorn etrezek an neñv

6 hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,

7 met en deizioù ma vo klevet mouezh ar seizhvet ael, pa grogo gant seniñ, mister Doue a vo peurc’hraet, evel m’en doa disklêriet d’e servijerien ar brofeded.

8 Ar vouezh am boa klevet eus an neñv a gomzas din a-nevez hag a lavaras: Kae, kemer al levr bihan a zo digor e dorn an ael en em zalc’h war ar mor ha war an douar.

9 Mont a ris etrezek an ael hag e lavaris dezhañ: Ro din al levr bihan. Hag e lavaras din: Kemer ha lonk anezhañ, leuniañ a raio da vouzelloù a c’hwervder, met e-barzh da c’henoù e vo dous evel mel.

10 Kemer a ris al levr bihan eus dorn an ael hag e lonkis anezhañ. Dous e voe em genoù evel mel, met pa em boe e lonket, va bouzelloù a voe leuniet a c’hwervder.

11 Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c’hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.

Lean sinn:



Sanasan