Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Amoz 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.

2 Pa'z afent e lec'h ar marv, va dorn o zenno ac'hane, pa bignfent d'an neñvoù, e rin dezho diskenn,

3 pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho,

4 pa vefent kaset en harlu dirak o enebourien, e c'hourc'hemennin d'ar c'hleze o lazhañ, hag e lakain va daoulagad warno evit ober droug dezho ha nann mad.

5 An Aotrou AOTROU an armeoù a stok ouzh an douar, hag e teuz, hag e holl annezidi a zo e kañv. Evel ur stêr e tic'hlann en e bezh hag e koazh, evel stêr an Ejipt.

6 Sevel a ra en neñvoù e solieradurioù, diazezet en deus e volz war an douar, gervel a ra doureier ar mor, hag e skuilh anezho war-c'horre an douar, an AOTROU eo e anv.

7 Ha n'oc'h ket evidon evel mibien Etiopia, c'hwi mibien Israel? eme an AOTROU. Ha ne'm eus ket ho lakaet da bignat eus bro Ejipt? hag ar Filistined eus Kaftor? hag ar Siriz eus Kir?

8 Setu, daoulagad an Aotrou AOTROU a zo war ar rouantelezh bec'herez-se, hag e tistrujin anezhi a-ziwar c'horre an douar. Koulskoude ne zistrujin ket holl di Jakob, eme an AOTROU.

9 Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.

10 Holl bec'herien va fobl a varvo dre ar c'hleze, int hag a lavar: Ar gwalleur ne dostaio ket, ne dapo ket ac'hanomp.

11 En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,

12 evit ma perc'hennint an nemorant eus Edom hag an holl bobloù m'eo bet galvet va anv warno, eme an AOTROU a ra kement-se.

13 Setu, an deizioù a zeu, eme an AOTROU, ma vo tost al labourer-douar ouzh ar meder, hag an hini a jaodr ouzh an hader, hag e tivero ar menezioù gant gwin, hag e strilho an holl grec'hiennoù.

14 Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.

15 Hag o flantin war o douar, ha ne vint ken displantet eus o douar am eus roet dezho, eme an AOTROU da Zoue.

Lean sinn:



Sanasan