Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Amoz 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8

1 An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu ur banerad frouezh darev.

2 Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.

3 En deiz-se kanaouennoù ar palez a vo klemmvanoù, eme an Aotrou AOTROU. E pep lec'h e vo kalz a gorfoù marv a vo taolet didrouz.

4 Selaouit kement-mañ, c'hwi hag a zebr ar paour, hag a laka da semplañ ezhommeien ar vro,

5 hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,

6 hag e prenimp an ezhommeien gant arc'hant hag ar paour evit ur re votoù-lêr, hag e werzhimp uzien ar gwinizh.

7 An AOTROU en deus touet dre c'hloar Jakob: Biken n'ankounac'hain o holl oberoù!

8 An douar, ha ne greno ket en abeg da-se? E holl annezidi, ha ne vint ket e kañv? An holl vro a zevero evel ur stêr a zic'hlann hag a goazh, evel stêr an Ejipt.

9 Hag e c'hoarvezo en deiz-se, eme an Aotrou AOTROU, ma rin d'an heol mont da guzh da greisteiz, ha ma teñvalain an douar e barr an deiz.

10 Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.

11 Setu, an deizioù a zeu, eme an Aotrou AOTROU, ma kasin an naonegezh er vro, ne vo ket naonegezh a vara na sec'hed a zour, met an hini a glevout komzoù an AOTROU.

12 Kerzhout a raint eus ur mor d'egile hag eus an hanternoz d'ar sav-heol, mont a raint amañ hag ahont evit klask komz an AOTROU, met n'he c'havint ket.

13 En deiz-se, ar gwerc'hezed kaer hag ar baotred yaouank a semplo gant ar sec'hed.

14 Ar re a dou dre bec'hed Samaria hag a lavar: Ra vevo da zoue Dan! Ra vevo hent Beer-Sheba! a gouezho ha n'adsavint ken.

Lean sinn:



Sanasan