Amoz 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu e stumme kilheien-raden er c'houlz ma en em lakae ar geot diwezhañ da greskiñ; ar geot diwezhañ a oa goude foennerezh ar roue. 2 Ha pa voe echu dezho da zebriñ geot an douar, e lavaris: Aotrou AOTROU, pardon, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo? 3 An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU. 4 An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu edo an Aotrou AOTROU o tisklêriañ e varn dre an tan. Hag an tan a zevas an donder bras hag a zevas ar parkeier. 5 Hag e lavaris: Aotrou AOTROU, paouez, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo? 6 An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU. 7 Hag e tiskouezas din kement-mañ: Setu an Aotrou en em zalc'he an e sav war ur voger graet diouzh al linenn, hag en e zorn e oa ul linenn. 8 Hag an AOTROU a lavaras din: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ul linenn. Hag an Aotrou a lavaras: Setu ez an da lakaat al linenn e-kreiz va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi. 9 Lec'hioù uhel Izaak a vo gwasted, santualioù Israel a vo distrujet, hag e savin a-enep ti Jeroboam gant ar c'hleze. 10 Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav en da enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c'hell ket gouzañv e holl gomzoù. 11 Rak setu ar pezh a lavar Amoz: Jeroboam a varvo dre ar c'hleze, hag Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro. 12 Hag Amazia a lavaras da Amoz: Diouganer, kae, tec'h da vro Juda, debr eno da vara, hag eno e tiougani. 13 Met na gendalc'h ken da brofediñ e Betel, rak santual ar roue eo, ha ti ar roue eo. 14 Amoz a respontas da Amazia o lavarout: Ne oan na profed na mab profed, met ur mêsaer hag un dastumer fiez gouez; 15 an AOTROU en deus va c'hemeret a-drek an tropell, an AOTROU en deus lavaret din: Kae, diougan da'm fobl Israel. 16 Ha bremañ selaou komz an AOTROU: Lavaret ec'h eus: Ne brofedi ket a-enep Israel ha ne dakenni ket komzoù a-enep ti Izaak. 17 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro. |