Amoz 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 1 Gwalleur d'ar re a zo sioul e Sion ha d'ar re a zo e surentez war venez Samaria, lec'hioù kentañ e-touez ar broadoù. Ti Israel a zo deuet betek enno. 2 Tremenit e Kalne ha gwelit; it alese da Hamad-ar-Vras ha diskennit da C'had ar Filistined. Hag ez int gwelloc'h eget ar rouantelezhioù-mañ, hag o douaroù brasoc'h eget ho touaroù? 3 Krediñ a reot e pellait devezh ar gwalleur, hag e tostait sichenn an taerder. 4 Gourvezet war weleoù olifant, astennet war o dilhad, e tebront oaned eus an tropell ha leueoù eus al lec'h ma'z int lartaet. 5 Mouskanañ a reont ouzh son al lud, hag ec'h ijinont binvioù-seniñ evel David. 6 Evañ a reont gwin e kiboù bras, en em oleviñ a reont gant ar gwellañ c'hwezhioù-mat, ha n'int ket glac'haret gant dismantr Jozef. 7 Setu perak ez eont da vezañ harluet e penn an harluidi, ha festoù an dud orgedus a baouezo. 8 An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni, 9 ha mar chom dek den en un ti, e varvint. 10 Ha pa eontr unan marv, hag an hini a zle e deviñ, a gemero anezhañ evit dougen e eskern er-maez eus an ti, hag a lavaro d'an hini a zo chomet e traoñ an ti: Hag ez eus c'hoazh unan bennak war da lerc'h? Neuze e responto: N'eus ken! Hag an eontr a lavaro: Chom sioul. N'eo ket ar c'houlz d'ober anv eus an AOTROU. 11 Rak setu an AOTROU a ro e urzhioù, hag e raio d'an ti bras kouezhañ en e boull ha d'an ti bihan bezañ frailhet. 12 Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn? 13 Laouenaat a rit er pezh n'eo netra, hag e lavarit: Ha n'eo ket dre hon nerzh hon eus kemeret galloud? 14 Met setu ez an da lakaat da sevel a-enep deoc'h ur vroad, ti Israel, eme an AOTROU, Doue an armeoù, ur vroad ho kwasko, adalek mont tre Hamad betek froud ar gouelec'h. |