Amoz 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Selaouit ar gomz-mañ, ar c'hlemmgan-mañ a zisklêrian a-enep deoc'h, ti Israel! 2 Kouezhet eo gwerc'hez Israel ha n'adsavo ken; astennet eo war an douar ha den n'adsavo anezhi. 3 Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ar gêr a lakae en ergerzh-brezel mil den a viro kant ganti, hag an hini a lakae en ergerzh-brezel kant den a viro dek ganti, evit ti Israel. 4 Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh ti Israel: Klaskit me hag e vevot! 5 Na glaskit ket Betel, n'it ket da C'hilgal, na dremenit ket e Beer-Sheba, rak Gilgal a vo harluet ha Betel a vo kaset da netra. 6 Klaskit an AOTROU hag e vevot, gant aon na grogfe evel un tan war di Jozef, ha na zebrfe anezhañ hep den d'e vougañ e Betel, 7 dre ma troont en huelenn ar gwir ha ma vac'hont d'an douar ar reizhder. 8 Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-poñsined hag an Orion, an hini a dro teñvalijenn ar marv e gouloù-deiz, an hini a dro an deiz e noz teñval, an hini a c'halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv. 9 Ober a ra d'an distruj dont a-enep ar c'halloudeien, hag an diskar a-enep ar c'hreñvlec'hioù. 10 Kasaat a reont an hini a c'hourdrouz anezho ouzh an nor, hag o deus euzh ouzh an hini a gomz gant eeunder. 11 Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin. 12 Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien. 13 Setu perak e tavo an den poellek er mare-mañ, rak an amzer-mañ a zo fallakr. 14 Klaskit ar mad ha nann ar fall evit ma vevot, hag evel-se an AOTROU, Doue an armeoù, a vo ganeoc'h, evel ma lavarit. 15 Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef. 16 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, an Aotrou: War an holl leurioù e vo klemmoù, en holl straedoù e vo lavaret: Siwazh! Siwazh! Galvet e vo d'ar c'hañv al labourer-douar, ha d'ar c'hlemm ar re a lavar klemmganoù. 17 En holl wini e vo klemmoù, pa dremenin ez kreiz, eme an AOTROU. 18 Gwalleur d'ar re a c'hoanta devezh an AOTROU! Da betra e servijo deoc'h an devezh-mañ? Devezh an AOTROU a vo teñvalijenn ha nann sklêrijenn, 19 evel un den a dec'h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d'e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer. 20 Devezh an AOTROU, ha ne vo ket teñvalijenn ha nann sklêrijenn, duder ha nann sked? 21 Kasaat ha disprizañ a ran ho kouelioù, ne gavan plijadur ebet en ho podadegoù meur. 22 Mar kinnigit loskaberzhoù ha donezonoù, ne blijont ket din, ne sellin ket ouzh hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù a reot gant ho leueoù lart. 23 Pella diouzhin trouz da ganaouennoù, ne fell ket din selaou son da ludoù. 24 Met ra redo ar varnedigezh evel dour, hag ar reizhder evel ur froud diheskus. 25 Hag hoc'h eus kinniget din aberzhoù ha donezonoù er gouelec'h e-pad daou-ugent vloaz, ti Israel? 26 Met douget hoc'h eus teltenn ho roue, skeudenn hoc'h idoloù, steredenn ho toueoù, hoc'h eus graet evidoc'h. 27 Setu perak e harluin ac'hanoc'h en tu all da Zamask, eme an AOTROU, Doue an armeoù eo e anv. |