Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Amoz 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Selaouit ar gomz-mañ, buoc'hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d'o mestroù: Degasit hag evomp!

2 An Aotrou AOTROU en deus touet dre e santelezh: Setu, an deizioù a zeu warnoc'h ma viot lamet gant krochedoù, hag ho lignez gant higennoù-pesketa.

3 Mont a reot er-maez dre ar freuzoù, pep maouez dirazi, hag e viot taolet etrezek ar c'hreñvlec'h, eme an AOTROU.

4 Kit da Vetel ha pec'hit, da C'hilgal ha pec'hit muioc'h! Degasit hoc'h aberzhoù adalek ar mintin, ha ho teogoù bep tri deiz!

5 Lakait da vogediñ un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoù a youl vat hag o disklêriit! Rak eno emañ ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.

6 Ha me am eus kaset deoc'h naeter a zent en hoc'h holl gêrioù, ha diouer a vara en hoc'h holl diez. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

7 Dinac'het em eus ivez ar glav ouzhoc'h pa chome c'hoazh tri miz betek an eost. Lakaet em eus da c’hlavañ war ur gêr, ha ne'm eus ket lakaet da c’hlavañ war ur gêr all; ur park en deus bet glav, hag ur park all n'en deus ket bet glav hag en deus disec'het.

8 Div, teir c'hêr a zo aet etrezek ur gêr all da evañ dour, ha n'o deus ket bet o gwalc'h. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

9 Skoet em eus warnoc'h gant ar mergl hag intr an ed. Ho liorzhoù, ho kwiniegi, ho kwez-fiez, ho kwez-olivez a zo bet debret gant ar c'hilheien-raden. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

10 Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

11 Diskaret em eus hiniennoù en ho touez, evel ma tiskaras Doue Sodom ha Gomora, hag ez oc'h bet evel un etev tennet eus an tan. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

12 Setu perak e rin dit en hevelep doare, Israel. Ha peogwir e rin dit evel-se, bez prest d'en em gavout gant da Zoue, o Israel!

13 Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.

Lean sinn:



Sanasan