Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Amoz 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Selaouit ar gomz-mañ en deus disklêriet an AOTROU a-enep deoc'h, mibien Israel, a-enep an holl diegezhioù am eus lakaet da bignat eus bro Ejipt o lavarout:

2 Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.

3 Hag e kerzho daou zen a-gevret hep bezañ en em glevet?

4 Hag e yudo al leon er c'hoad hep kaout ur preizh? Hag e taolo al leonig e griadenn eus e doull hep bezañ tapet un dra bennak?

5 Hag e kouezho al labous er roued d'an douar hep na vefe stegnet ur pech dezhañ? Hag e savo ar roued diwar an douar hep bezañ tapet un dra bennak?

6 Hag e sono ar shofar en ur gêr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c'hoarvezo ur gwalleur en ur gêr hep n'en devo e c'hraet an AOTROU?

7 Rak an Aotrou AOTROU ne ra netra hep disklêriañ e sekred d'e servijerien ar brofeded.

8 Al leon a yud, piv ne sponto ket? An Aotrou AOTROU a gomz, piv ne brofedo ket?

9 Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!

10 N'ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laeroñsi en o falezioù.

11 Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An enebour a c'hronno ar vro hag a ziskaro da nerzh, ha da balezioù a vo preizhet.

12 Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask.

13 Selaouit ha bezit va zestoù a-enep ti Jakob, eme an Aotrou AOTROU, Doue an armeoù,

14 en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioù Betel, bruzunet e vo kernioù an aoter hag e kouezhint d'an douar.

15 Hag e skoin gant an ti-goañv ha gant an ti-hañv, an tiez-olifant a yelo da get, hag e steuzio tiez niverus, eme an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan