Amoz 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Komzoù Amoz, a oa a-douez mêsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioù Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c'hren-douar. 2 Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho. 3 Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn. 4 Kas a rin war di Hazael un tan a lonko palezioù Ben-Hadad. 5 Terriñ a rin prenn Damask, hag e tistrujin tud Bikad-Aven hag an hini a zalc'h ar vazh-roue e Bet-Eden. Hag e vo harluet evel sklaved pobl Siria betek Kir, eme an AOTROU. 6 Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Gaza, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus harluet evel sklaved un engroez a-bezh evit o dereiñ da Edom. 7 Kas a rin war vogerioù Gaza un tan a lonko he falezioù. 8 Distrujañ a rin tud Asdod hag an hini a zalc'h ar vazh-roue en Askalon, hag e troin va dorn a-enep Ekron, hag ez aio da get nemorant ar Filistined, eme an Aotrou AOTROU. 9 Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur. 10 Kas a rin war vogerioù Tir un tan a lonko he falezioù. 11 Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav. 12 Kas a rin e Teman un tan a lonko palezioù Bozra. 13 Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù. 14 Enaouiñ a rin e mogerioù Rabba un tan a lonko he falezioù gant trouz ar youc'hoù da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel. 15 Hag o roue a vo harluet, eñ hag e briñsed gantañ, eme an AOTROU. |