Agge 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 D'ar seizhvet miz, d'an deiz kentañ warn-ugent eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed o lavarout: 2 Komz eta ouzh Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, hag ouzh Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag ouzh an nemorant eus ar bobl, ha lavar dezho: 3 Piv a chom en ho touez eus ar re o deus gwelet an ti-mañ en e c'hloar kentañ? Ha penaos e welit anezhañ bremañ? Evel ma'z emañ, ha n'eo ket evel netra dirak ho taoulagad? 4 Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù, 5 hervez an emglev am eus graet ganeoc'h pa'z oc'h aet er-maez eus an Ejipt, ha va Spered a chom en ho kreiz. N'ho pet ket aon! 6 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ur wech c'hoazh, a-benn nebeut, e vrañsellin an neñvoù hag an douar, ar mor hag ar sec'h. 7 Hag e vrañsellin an holl vroadoù, hag e teuio teñzorioù an holl vroadoù, hag e leugnin an ti-mañ a c'hloar, eme AOTROU an armeoù. 8 An arc'hant a zo din, hag an aour a zo din, eme AOTROU an armeoù. 9 Gloar an ti diwezhañ-mañ a vo brasoc'h eget hini ar c'hentañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e lakain ar peoc'h el lec'h-mañ, eme AOTROU an armeoù. 10 D'ar pevare deiz warn-ugent eus ar navet miz, en eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed o lavarout: 11 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kinnig eta d'an aberzhourien ur goulenn diwar al lezenn, o lavarout: 12 Mar doug unan bennak kig santelaet e pleg e vantell, ha ma stok gant ar vantell-se ouzh bara, pe ouzh ur meuz poazhet, pe gwin, pe eoul, pe ur boued bennak, daoust hag-eñ e teu an dra-se da vezañ santel? An aberzhourien a respontas o lavarout: Ne zeu ket. 13 Agge a lavaras: Mar stok an hini a zo dic'hlan evit unan marv ouzh an traoù-se, daoust hag-eñ e vint dic'hlan an draoù-se? An aberzhourien a respontas o lavarout: Dic'hlan e vint. 14 Agge a respontas o lavarout: Evel-se eo ar bobl-mañ, evel-se eo ar vroad-mañ dirazon, eme an AOTROU, hag evel-se eo holl labour o daouarn, ar pezh a ginnigont aze a zo dic'hlan. 15 Taolit evezh eta, adalek an deiz-se hag en ur sevel en amzer dremenet, a-raok ma oa bet lakaet maen war vaen e templ an AOTROU, 16 neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennañ hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent. 17 Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU. 18 Taolit evezh eta, adalek an deiz-mañ hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz-mañ m'eo bet diazezet templ an AOTROU, taolit evezh: 19 Hag-eñ ez eus c'hoazh greun er solieroù? Ha zoken ar winienn, ar fiezenn, ar c'hreunadezenn, an olivezenn o deus roet netra. Met adalek an deiz-mañ, me a vennigo. 20 Komz an AOTROU a voe disklêriet evit an eil gwech da Agge, d'ar pevare deiz warn-ugent eus ar miz, o lavarout: 21 Komz ouzh Zorobabel gouarnour Juda o lavarout: Brañsellat a rin an neñvoù hag an douar, 22 Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile. 23 En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, e kemerin ac'hanout, Zorobabel mab Salatiel, va servijer, eme an AOTROU, hag e talc'hin ac'hanout evel ur siell, rak da zibabet em eus, eme AOTROU an armeoù. |