Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Agge 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:

2 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù o lavarout: Ar bobl-mañ a lavar: N'eo ket deuet an amzer, an amzer da adsevel ti an AOTROU.

3 Setu perak e voe disklêriet komz an AOTROU dre Agge ar profed, o lavarout:

4 Daoust hag-eñ e vefe an amzer evidoc'h da chom e tiez lambrusket, e-pad ma'z eo an ti-mañ gwastet?

5 Bremañ eta evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Taolit evezh ouzh ho hentoù.

6 Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.

7 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Taolit evezh ouzh ho hentoù.

8 Pignit d'ar menez, degasit koad, ha savit an ti-mañ; kemer a rin plijadur e kement-se, hag e tennin gloar dioutañ, eme an AOTROU.

9 Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.

10 En abeg da-se, an neñvoù dreistoc'h a zalc'h ar c'hlizhenn, hag an douar a zalc'h e eost.

11 Galvet em eus ar sec'hor war an douar ha war ar menezioù, war an ed, war ar rezin ha war an eoul, war gement a ro an douar, war an dud ha war al loened, war holl labour an daouarn.

12 Zorobabel mab Salatiel, Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag an nemorant eus ar bobl a glevas mouezh an AOTROU o Doue ha komzoù Agge ar profed, hervez ar garg en doa e gaset eviti an AOTROU o Doue. Hag ar bobl en doe aon dirak an AOTROU.

13 Agge, kannad an AOTROU, a gomzas d'ar bobl hervez urzh an AOTROU, o lavarout: Me a zo ganeoc'h, eme an AOTROU.

14 An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,

15 d'ar pevare deiz warn-ugent eus ar c'hwec'hvet miz, en eilvet bloaz eus ar roue Dariuz.

Lean sinn:



Sanasan