Actou an Ebestel 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 Barnabaz ha Saol lakaet a-du gant ar Spered-Santel; kentañ beaj mision Saol 1 Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol. 2 E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn. 3 Neuze, o vezañ yunet ha pedet, e lakajont o daouarn warno hag o c’hasjont kuit. Barnabaz ha Saol e Kiprenez 4 Int eta, kaset gant ar Spered-Santel, a ziskennas e Seleusia, hag ac’hane ez ejont dre vor da Giprenez. 5 O vezañ erruet e Salamin, e prezegjont ger Doue e sinagogennoù ar Yuzevien. Bez’ e oa ivez Yann ganto evit o sikour. 6 Goude m’o doa treuzet an enezenn holl betek Pafoz, e kavjont ur yuzev, hudour ha fals-profed anvet Barjezuz, 7 a oa gant ar prokoñsul Sergiuz-Pauluz, den skiantek. Hemañ a c’halvas Barnabaz ha Saol, hag a c’hoantaas klevout ger Doue. 8 Met Elimaz an hudour, rak evel-se e vez troet e anv, a enebe outo, o klask distreiñ ar prokoñsul diouzh ar feiz. 9 Met Saol, a oa ivez galvet Paol, leun eus ar Spered-Santel, a sellas start outañ 10 hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou? 11 Bremañ setu, dorn an Aotrou a zo warnout, hag e vi dall ha ne weli ket an heol e-pad ur pennad. Raktal e kouezhas warnañ ur vrumenn hag un deñvalijenn, hag, o treiñ amañ hag ahont, e klaske ur re bennak da ren anezhañ gant an dorn. 12 Neuze ar prokoñsul, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a gredas, o vezañ souezhet bras eus kelennadurezh an Aotrou. 13 Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem. Prezegenn Paol en Antioch Pisidia 14 Mont a rejont kuit eus Perj hag e teujont da Antioch Pisidia. O vezañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, ec’h azezjont. 15 Goude ma voe lennet al lezenn hag ar brofeded, pennoù ar sinagogenn a gasas da lavarout dezho: Tud breudeur, ma hoc’h eus un ali bennak da reiñ d’ar bobl, komzit. 16 Paol a savas hag, o vezañ graet sin gant e zorn, e lavaras: Tud a Israel ha c’hwi a zouj Doue, selaouit! 17 Doue ar bobl-mañ a Israel en deus dibabet hon tadoù hag a adsavas ar bobl-mañ e-pad ma chome en Ejipt. O zennet en deus ac’hane gant e vrec’h galloudus. 18 E-pad war-dro daou-ugent bloavezh e harpas anezho gant trugarez el lec’h distro 19 hag, o vezañ distrujet seizh broad e Bro-Ganaan, e lodennas dezho ar vro da hêrezh. 20 Goude-se, e-pad war-dro pevar c’hant hanter-kant vloaz, e roas dezho barnerien betek ar profed Samuel. 21 Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh. 22 O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c’halon, hag e peurc’hraio va holl volontez. 23 Eus e lignez eo, en deus Doue, hervez e bromesa, savet Jezuz, Salver Israel. 24 A-raok ma teuas, Yann en doa prezeget badeziant ar geuzidigezh da holl bobl Israel. 25 Pa echuas Yann e redadenn, e lavaras: Piv a soñjit ez on-me? N’on ket, met setu, e teu war va lerc’h an hini n’on ket dellezek da zieren korreenn botoù e zreid. 26 Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ. 27 Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad. 28 Hep kavout ennañ abeg ebet d’e lakaat d’ar marv, e c’houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel. 29 Pa voe peurc’hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c’hoad ha lakaet en ur bez. 30 Met Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv. 31 Gwelet eo bet e-pad meur a zevezh gant ar re a oa pignet gantañ eus Galilea da Jeruzalem, hag a zo e destoù dirak ar bobl. 32 Ha ni a ro da anavezout deoc’h an Aviel, ar bromesa a oa bet graet d’hon tadoù. 33 Doue en deus peurc’hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma’z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c’hanet. 34 E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d’ar vreinadurezh, ha disklêriet en deus kement-se o lavarout: Reiñ a rin deoc’h ar promesaoù santel ha sur graet da Zavid. 35 Dre-se e lavar ivez en ul lec’h all: Ne lezi ket da Sant da welout ar vreinadurezh. 36 Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh. 37 Met an hini en deus Doue adsavet a-varv n’en deus ket gwelet ar vreinadurezh. 38 Gouezit eta, tud breudeur, penaos eo drezañ e vez kemennet deoc’h pardon ar pec’hedoù, 39 ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c’hellec’h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez. 40 Diwallit eta na c’hoarvezfe ket ganeoc’h ar pezh a zo bet lavaret er brofeded: 41 Setu, c’hwi a zispriz ac’hanon, bezit souezhet ha kit diwar wel, rak emaon o vont d’ober un oberenn en ho tevezhioù, un oberenn ha ne gredfec’h ket ma vefe kontet deoc’h. 42 Evel ma’z ae kuit ar Yuzevien eus ar sinagogenn, e voent pedet gant ar baganed da brezeg diwar-benn an hevelep traoù ar sabad war-lerc’h. 43 Pa voe stlabezet ar vodadenn e-maez ar sinagogenn, meur a hini eus ar Yuzevien hag eus ar brozelited a zouje Doue a yeas war-lerc’h Paol ha Barnabaz. Int a gomzas ganto hag a alias anezho da genderc’hel e gras Doue. 44 Ar sabad war-lerc’h, holl gêr hogos en em zastumas evit klevout ger Doue. 45 Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ. 46 Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed. 47 Rak evel-se en deus an Aotrou gourc’hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar. 48 Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c’her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d’ar vuhez peurbadus a gredas. 49 Ger an Aotrou en em skuilhas er vro holl. 50 Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c’hasjont kuit eus o bro. 51 Goude bezañ hejet ar poultr eus ho treid a-enep dezho ez ejont da Ikoniom. 52 An diskibien a oa leuniet gant levenez ha gant ar Spered-Santel. |