Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Abdia 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


1

1 Gweledigezh Abdia. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn Edom: Klevet hon eus ur c'heloù a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset e-touez ar broadoù: Savit, Savomp a-enep dezhañ, d'ar brezel!

2 Setu, da lakain da vezañ bihan e-touez ar broadoù, disprizet-meurbet e vi.

3 Lorc'h da galon en deus da douellet, te hag a chom e faoutoù ar reier, en ur chomlec'h uhel, hag a lavar ez kalon: Piv am zaolo d'an douar?

4 Pa savfes da neizh uhel evel un erer, ha pa lakafes anezhañ e-touez ar stered, me az taolo ac'hane, eme an AOTROU.

5 Mar deufe laeron ez ti, pe skraperien noz, ha te rivinet, ha ne gemerfent nemet o gwalc'h? Mar deufe mendemerien ez ti, ha ne lezfent ket peadra da raspaat?

6 Penaos eo bet furchet Ezaü? Penaos eo bet dizoloet e draoù kuzhet?

7 Da holl gevredidi o deus da gaset kuit betek da harzoù. Ar re a oa e peoc'h ganit o deus da douellet ha da vestroniet, ar re a zebre da vara o deus stegnet pechoù dit, ha ne gomprenes ket!

8 Ha ne vo ket en deiz-se, eme an AOTROU, ma lakain da get ar re fur eus Edom, hag ar skiant eus menez Ezaü?

9 Da vrezelourien a vo spontet, o Teman! Lamet e vint holl eus menez Ezaü gant al lazhadeg.

10 En abeg d'ar feulster ec'h eus diskouezet e-keñver da vreur Jakob, e vi goloet a vezh ha lamet kuit da viken.

11 En deiz m'en em zalc'hes a-dal dezhañ, en deiz ma oa diavaezidi o kas e arme evel kemeridi, en deiz ma'z ae estrañjourien dre e zorojoù, en deiz ma taolent ar sord war Jeruzalem, te ivez a oa evel unan anezho.

12 Na gav ket dudi o welout deiz da vreur, deiz e enkrez; na laouena ket war vibien Juda en deiz o distruj; na zigor ket ur genoù frank en deiz an estrenvan;

13 n'a ket dre zorojoù va fobl en deiz he glac'har; na gav ket dudi gant he gwalleur en deiz he glac'har; n'astenn ket da zaouarn etrezek he madoù en deiz he glac'har;

14 n'en em zalc'h ket er c'hroashentoù, evit lazhañ he zec'hidi; na zroukro ket he re chomet bev en deiz an estrenvan

15 Rak devezh an AOTROU a zo tost evit an holl vroadoù; graet e vo dit evel ma ec'h eus graet. Da oberoù a gouezho war da benn.

16 Rak evel ma hoc'h eus evet war va menez santel, evel-se an holl vroadoù a evo dalc'hmat. Ya, evañ a raint, lonkañ a raint, hag e vint evel ma ne vijent ket bet.

17 Met war venez Sion e vo tud chomet bev, santel e vo, ha ti Jakob a berc'henno ar pezh a zo dezhañ.

18 Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviñ ha lonkañ a raint anezhañ, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.

19 Re ar c'hreisteiz a berc'henno menez Ezaü, re ar blaenenn a berc'henno bro ar Filistined, douar Efraim ha douar Samaria, Benjamin a berc'henno Galaad.

20 Hag an harluidi-se, arme mibien Israel, a berc'henno ar pezh a zo d'ar Gananeiz betek Sarepta, hag an harluidi eus Jeruzalem a zo e Sefarad a berc'henno kêrioù ar c'hreisteiz.

21 Dieuberien a bigno war venez Sion evit barn menez Ezaü, hag ar rouantelezh a vo d'an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan