Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

3 Yann 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Kerzhout er wirionez

1 An henaour, da C’haiuz ar c’haret-mat, a garan er wirionez.

2 Karet-mat, pediñ a ran e vleugnfes e-keñver an holl draoù hag e vefes e yec’hed mat, evel ma’z emañ da ene o vleuniañ.

3 En em laouenaet bras on pa o deus breudeur en em gavet amañ hag o deus roet testeni eus ar wirionez a zo ennout hag eus an doare ma kerzhez er wirionez.

4 N’eus ket evidon ur brasoc’h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez.

5 Karet-mat, ober a rez gant fealded ar pezh a gasez da benn evit ar vreudeur hag evit an estrañjourien,

6 roet o deus testeni eus da garantez dirak an Iliz. Mat a ri pourvezañ d’o beaj en un doare dellezek a Zoue.

7 Rak aet int evit e anv, hep degemer netra digant ar baganed.

8 Dleout a reomp eta degemer hevelep tud, evit dont da vezañ labourerien ganto evit ar wirionez.

9 Skrivet em eus d’an Iliz, met Diotrefez a gar bezañ an hini kentañ en o zouez, na zegemer ket ac’hanomp.

10 Dre-se, mar deuan, e tegasin soñj eus an oberoù a ra o terc’hel gwallgomzoù a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc’h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d’ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz.

11 Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.

12 An holl, hag ar wirionez hec’h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion.

13 Kalz a draoù am befe da skrivañ dit, met ne fell ket din henn ober gant liv ha gant ar bluenn,

14 rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc’h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac’hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.

Lean sinn:



Sanasan