2 Timote 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 1 Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren, 2 prezeg ar ger, dalc’h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn. 3 Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù, 4 hag e serrint o divskouarn ouzh ar wirionez, oc’h en em dreiñ etrezek mojennoù. 5 Met te, bez aketus en holl draoù, o c’houzañv ar glac’haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh. Paol a ziougan e varv 6 Rak me a ya da vezañ aberzhet hag amzer va disparti a dosta. 7 Stourmet em eus ar stourm mat, echuet em eus ar redadenn, miret em eus ar feiz. 8 Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh. Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ 9 Dont dizale da’m c’havout, 10 rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia. 11 Lukaz hepken a zo ganin. Kemer Mark hag e zegas ganit, rak talvoudus eo din evit ar ministrerezh. 12 Kaset em eus Tichik da Efez. 13 Pa zeui, degas ar vantell am eus lezet e Troaz e ti Karpuz, hag al levrioù ivez, dreist-holl ar skridoù-parch. 14 Aleksandr, an hini a labour ar c’houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhañ hervez e oberoù. 15 En em ziwall ivez outañ rak gwall stourmet en deus ouzh hor gerioù. 16 Em c’hentañ difenn, den n’en deus va sikouret met holl o deus va dilezet. Ra ne vo ket kement-se kontet dezho. 17 Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon. 18 An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac’hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen. 19 Salud Priska hag Akilaz, ha tiegezh Onezifor. 20 Erast a zo chomet e Korint hag em eus lezet Trofim klañv e Milet. 21 Hast buan, dont a-raok ar goañv. Eubuluz, Pudens, Linuz, Klaodia hag an holl vreudeur a salud ac’hanout. 22 Ra vo an Aotrou Jezuz-Krist gant da spered! Ar c’hras ra vo ganeoc’h! Amen. |