Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Timote 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3 Dizoujañs Doue an devezhioù diwezhañ

1 Ret eo dit gouzout e vo amzerioù diaes en devezhioù diwezhañ.

2 Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc’hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,

3 hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d’an dud vat,

4 treitour, taer, c’hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc’h eget Doue,

5 o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.

6 En o zouez emañ ar re a ya en tiez hag a c’hounit paour-kaezh merc’hed karget a bec’hedoù, hejet gant pep seurt youloù fall,

7 atav o teskiñ hep gallout biken dont a-benn da anavezout ar wirionez.

8 Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.

9 Met ne d-aint ket pelloc’h, rak o follentez a vo anavezet gant an holl evel ma voe ivez hini an daou-se.


Alioù Paol da Dimote

10 Evidout, heuliet ec’h eus va deskadurezh, va c’hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c’harantez, va dalc’husted,

11 va heskinoù, va glac’haroù, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoù am eus gouzañvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl.

12 Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.

13 Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.

14 Evidout, chom start en traoù ac’h eus desket hag anavezet evel asur, o c’houzout gant piv ec’h eus o desket.

15 Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.

16 An holl Skritur a zo awenet gant Doue ha mat da zeskiñ, da gendrec’hiñ, da zifaziañ, da gelenn er reizhder,

17 evit ma vo an den a Zoue peurc’hraet ha prest da bep oberenn vat.

Lean sinn:



Sanasan