2 Samuel 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 Pa voe ar roue staliet en e di, hag en doe an AOTROU roet peoc'h dezhañ eus e holl enebourien tro-dro, 2 ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier. 3 Natan a lavaras d'ar roue: Kae, gra kement a zo ez kalon, rak an AOTROU a zo ganit. 4 Ha setu en noz-se e voe disklêriet komz an AOTROU da Natan o lavarout: 5 Kae ha lavar da Zavid va servijer: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha te eo a savo un ti din evit ma chomin ennañ? 6 Rak n'on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet mibien Israel da bignat eus an Ejipt betek hiziv, met kerzhet em eus amañ hag ahont dindan un deltenn hag un tabernakl. 7 E pep lec'h ma em eus kerzhet gant holl vibien Israel, daoust hag em eus komzet diwar-benn-se da unan eus meuriadoù Israel, d'ar re em boa gourc'hemennet dezho peuriñ va fobl Israel, o lavarout: Perak n'hoc'h eus ket savet din un ti sedrez? 8 Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel, 9 bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar, 10 reiñ a rin ul lec'h da'm fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec'h-se, ha ne vint ken dilec'hiet; mibien an direizhder ne c'hlac'harint ken anezho evel diagent, 11 abaoe an deizioù ma em eus lakaet barnerien war va fobl Israel. Roet em eus diskuizh dit eus da holl enebourien. Hag an AOTROU a ro da anavezout dit e savo dit un ti. 12 Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren. 13 Eñ eo a savo un ti da'm anv, ha me a startaio tron e ren da viken. 14 Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhañ gant gwialenn an dud ha gant goulioù mibien an dud, 15 met va gras ne vo ket lamet digantañ, evel ma em eus he zennet digant Saül, am eus distaolet dirazout. 16 Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken 17 Natan a gomzas ouzh David hervez an holl gomzoù-se hag hervez an holl weledigezh-se. 18 Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ? 19 Met nebeut a dra eo c'hoazh da'z taoulagad, o Aotrou AOTROU! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell. Ha kement-se eo doare d'ober an dud, o Aotrou AOTROU? 20 Petra muioc'h a c'hellfe David lavarout dit? Anavezout a rez da servijer, Aotrou AOTROU. 21 Abalamour da'z komz, hag hervez da galon, ec'h eus graet an holl draoù bras-se, evit o reiñ da anavezout da'z servijer. 22 Evel-se out bras, AOTROU Doue! Rak nikun n'eo heñvel ouzhit, ha n'eus Doue all ebet nemedout, hervez kement hon eus klevet gant hon divskouarn. 23 Ha bez' ez eus war an douar ur vroad heñvel ouzh da bobl, heñvel ouzh Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, evit ober dezhañ un anv, hag evit ober ez keñver hag e-keñver da vro traoù bras ha spontus, en ur gas kuit dirak da bobl ac'h eus dasprenet evidout eus an Ejipt, broadoù hag o doueoù? 24 Sartaet ec'h eus da bobl Israel evit bezañ da bobl da viken, ha te, AOTROU, te a zo deuet o Doue. 25 Ha bremañ, AOTROU Doue, seven evit biken ar gomz ac'h eus disklêriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec'h eus lavaret. 26 Ra vo meuraet da anv da viken, ra vo lavaret: AOTROU an armeoù eo Doue Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout! 27 Rak te da-unan, AOTROU an armeoù Doue Israel, te ac'h eus disklêriet an traoù-se da'z servijer o lavarout: Me a savo dit un ti! Setu perak da servijer en deus kavet an hardizhegezh d'ober dit ar bedenn-mañ. 28 Ha bremañ, Aotrou AOTROU, te a zo Doue ha da gomzoù a zo gwirion, ha prometet ec'h eus da'z servijer an eurvad-se. 29 Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak henn lavaret ec'h eus Aotrou AOTROU, ha ti da servijer a vo benniget gant da vennozh da viken. |