Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 David a zastumas c'hoazh holl dud a-zibab Israel, tregont mil den.

2 David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.

3 Lakaat a rejont arc'h Doue war ur c'harr nevez, hag e tegasjont anezhi eus ti Abinadab a oa war ur grec'hienn. Uzza hag Akjo, mibien Abinadab, a rene ar c'harr nevez.

4 Degas a rejont eta anezhi eus ti Abinadab a oa war ur grec'hienn, o kerzhout gant arc'h Doue, hag Uzza a yae a-raok an arc'h.

5 David hag holl di Israel a c'hoarie dirak Doue gant pep seurt binvioù koad siprez, gant telennoù, gant lourennoù, gant taboulinoù, gant sistroù ha gant simbalennoù.

6 Pa voent erruet betek leur Nakon, Uzza a astennas e zorn war-zu arc'h Doue hag a grogas enni, rak an ejened o doa strebotet.

7 Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantañ en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.

8 Ha David a voe glac'haret, rak an AOTROU en doa graet un toull-freuz war Uzza. Hag eo bet anvet betek hiziv al lec'h-se: Perez-Uzza.

9 David en doe aon rak an AOTROU en deiz-se, hag e lavaras: Penaos e teuio arc'h an AOTROU da'm zi?

10 David ne fellas ket dezhañ degas arc'h an AOTROU d'e di e kêr David, met David a zistroas anezhi da di Obed-Edom eus Gad.

11 Arc'h an AOTROU a chomas tri miz e ti Obed-Edom eus Gad. Hag an AOTROU a vennigas Obed-Edom hag e holl diegezh.

12 Hag e voe komzet ouzh ar roue David o lavarout: An AOTROU en deus benniget ti Obed-Edom ha kement a zo dezhañ, abalamour da arc'h Doue. Neuze ez eas David, hag e tegasas arc'h Doue eus ti Obed-Edom da gêr David, gant levenez.

13 P'o doe graet c'hwec'h kammed ar re a zouge arc'h Doue, e voe aberzhet ejened ha leueoù lart.

14 David a zañse a holl nerzh dirak an AOTROU. Gourizet e oa gant un efod lin.

15 David hag holl di Israel a zegase arc'h an AOTROU gant kriadennoù a levenez hag ouzh son ar shofaroù.

16 Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.

17 Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.

18 P'en doe echu David da ginnig al loskaberzhoù hag an aberzhoù a drugarekadennoù, e vennigas ar bobl en anv AOTROU an armeoù.

19 Hag e lodennas d'an holl bobl, da holl varead tud Israel, gwazed ha maouezed, da bep hini, ur varaenn, ul lodenn gig hag ur wastell rezin. Goude e tistroas an holl dud, pep hini d'e gêr.

20 David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!

21 David a lavaras da Vikal: Dirak an AOTROU eo, eñ hag en deus va dibabet kentoc'h eget da dad hag e holl di evit va lakaat da rener war bobl an AOTROU, war Israel. Dirak an AOTROU eo ez on bet laouen.

22 Hag en em izelain c'hoazh muioc'h eget kement-se, hag e vin disprizet da'm daoulagad, met e vin enoret gant ar mitizhien ac'h eus komzet diwarno.

23 Ha Mikal merc'h Saül n'he doe ket a vugale betek deiz he marv.

Lean sinn:



Sanasan