2 Samuel 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Holl veuriadoù Israel a zeuas da gavout David en Hebron, hag e komzjont o lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig. 2 Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel. 3 Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel. 4 Tregont vloaz e oa David pa zeuas da roue, hag e renas daou-ugent vloaz. 5 Ren a reas war Juda en Hebron seizh vloaz ha c'hwec'h miz, hag e renas tri bloaz ha tregont e Jeruzalem war holl Israel ha Juda. 6 Ar roue a gerzhas gant e dud war Jeruzalem a-enep ar Jebuziz a oa annezidi ar vro. Komz a rejont ouzh David o lavarout: Ne zeui ket amañ ken na'z po lamet ar re dall hag ar re gamm, da lavarout eo: David ne zeuio ket amañ. 7 Met David a dapas kreñvlec'h Sion, hag a zo kêr David. 8 David en doa lavaret en deiz-se: Piv bennak a skoio war ar Jebuziz, ra dapo ar ganol hag ar re gamm-se hag ar re dall-se a zo enebourien David. Setu perak e vez lavaret: Na dall na kamm ne zeuio en ti-mañ. 9 David a annezas er c’hreñvlec’h, a anvas ker David. Sevel a reas tro-dro dezhi adalek Milho betek an diabarzh. 10 Ha David a zeue da vezañ brasoc'h-brasañ; an AOTROU, Doue an armeoù, a oa gantañ. 11 Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, kilvizien ha benerien, hag e savjont ti David. 12 David a ouezas e oa an AOTROU en doa e startaet evel roue war Israel, hag en doa savet e rouantelezh abalamour d'e bobl Israel. 13 David a gemeras c'hoazh serc'hed ha gwragez eus Jeruzalem, goude bezañ deuet eus Hebron, hag e voe tad c'hoazh da vibien ha da verc'hed. 14 Setu amañ anvioù ar re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shammua, Shobab, Natan, Salomon, 15 Jibar, Elishua, Nefeg, Jafia, 16 Elishama, Eliada, Elifeled. 17 Ar Filistined a ouezas e oa bet olevet David evel roue war Israel, hag an holl Filistined a bignas da glask David. David en klevas hag a ziskennas eus ar c'hreñvlec'h. 18 Ar Filistined a zeuas hag en em strewas e traonienn ar Refaim. 19 David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn. 20 Neuze e teuas David e Baal-Perazim, e-lec'h ma o filas, hag e lavaras: An AOTROU en deus stlabezet va enebourien dirazon evel doureier o tic'hlannañ. Setu perak ec'h anvas al lec'h-se Baal-Perazim. 21 Lezel a rejont eno o doueoù, hag e voent dilamet gant David ha gant e dud. 22 Hag ar Filistined a bignas a-nevez hag en em strewas en draonienn ar Refaim. 23 David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù 24 Pa glevi trouz kammedoù war-lein ar mouarennoù, neuze hast buan, rak an AOTROU a vo aet er-maez dirazout evit skeiñ war gamp ar Filistined. 25 David a reas evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ an AOTROU, hag e skoas war ar Filistined abaoe Geba betek Gezer. |