2 Samuel 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 1 Pa glevas mab Saül e oa marvet Abner en Hebron, e wanaas e zaouarn hag holl Israel a voe trubuilhet. 2 Mab Saül en doa daou benn strolladoù, unan a oa anvet Baana hag egile Rekab, mibien Rimmon eus Beerod, eus a-douez mibien Benjamin, rak Beerod a oa kontet evel o vezañ da Venjamin. 3 Tud Berod o doa tec'het betek Gittaim, hag ez int bet o chom eno betek hiziv. 4 Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloù diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemañ, hag e teuas da vezañ kamm. E anv a oa Mefiboshed. 5 Mibien Rimmon eus Beerod, Rekab ha Baana, a zeuas, hag e tommder an deiz ez ejont da di Ishboshed, evel ma rae ur c'housk-aez. 6 Mont a rejont betek kreiz an ti, evel evit kemer gwinizh, hag e skojont gantañ en e gof, ha Rekab ha Baana e vreur a dec'has. 7 Mont a rejont eta en ti pa oa Ishboshed gourvezet war e wele, er gambr e-lec'h ma kouske. Hag e skojont gantañ, hag e lakajont anezhañ d'ar marv. Goude e troc'hjont e benn hag en kemerjont, hag e kerzhjont an nozvezh-pad dre hent ar blaenenn. 8 Hag e tegasjont penn Ishboshed da Zavid en Hebron, hag e lavarjont d'ar roue: Setu penn Ishboshed mab Saül, da enebour, an hini a glaske da vuhez. An AOTROU en deus veñjet hiziv ar roue va aotrou eus Saül hag eus e ouenn. 9 David a respontas da Rekab ha da Vaana e vreur, mibien Rimmon eus Beerod, o lavarout dezho: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus dieubet va ene eus va holl enkrezioù! 10 An hini a oa deuet da zisklêriañ din ha da lavarout: Setu, marvet eo Saül, soñjal a rae reiñ din ur c'heloù mat, me a grogas ennañ hag en lazhas e Ziklag, evit priz e geloù mat. 11 Seul vuioc'h, p'o deus tud fall lazhet un den mat en e di, war e wele, daoust ha ne adc'houlennin ket bremañ e wad eus ho torn, ha n'ho tilamin ket a-ziwar an douar? 12 Ha David a roas urzh d'e dud d'o lazhañ, da droc'hañ dezho o daouarn hag o zreid, ha d'o c'hrougañ tost ouzh lenn Hebron. Hag e kemerjont penn Ishboshed, evit e sebeliañ e bez Abner en Hebron. |