Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 23

1 Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:

2 Spered an AOTROU en deus komzet drezon, e gomz a zo bet war va zeod.

3 Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,

4 a zo heñvel ouzh sklêrijenn ar mintin pa sav an heol, d'ur mintin hep koumoul. E sked a laka ar geot da zont eus an douar goude ar glav.

5 Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniañ?

6 Hag ar re zrouk a vo holl evel spern a daoler pell, rak n'o c'hemerer ket gant an dorn.

7 An hini a fell dezhañ stekiñ outo a ra gant un houarn pe gant koad ur goaf, hag e vezont devet en tan war al lec'h.

8 Setu amañ anvioù tud kadarn a oa gant David: Josheb-Basshebed an Takmonad a oa penn ar vrezelourien wellañ. Eñ eo an hini a savas e c'hoaf war eizh kant den, a lakaas da vervel en ur wech.

9 Goude hemañ e oa Eleazar mab Dodo an Akokiad, unan eus an tri den kadarn a oa gant David pa vezhekajont ar Filistined dastumet eno evit an emgann, ha ma en em denne re Israel war an uhelennoù.

10 Sevel a reas hag e skoas war ar Filistined betek ma voe skuizh e zorn ha ma chomas stag ouzh e gleze. En deiz-se an AOTROU a roas un dieubidigezh vras. Ar bobl a zistroas war-lerc'h Eleazar evit diwiskañ.

11 Goude hemañ e oa Shamma mab Age an Harariad. Ar Filistined a oa en em zastumet en ur bagad, hag e oa eno un dachenn douar leun a fer. Ar bobl a dec'he dirak ar Filistined.

12 Met eñ en em zalc'has e-kreiz an dachenn, hag he difennas hag e skoas war ar Filistined. Evel-se e roas an AOTROU un dieubidigezh vras.

13 Tri eus an tregont penn a ziskennas hag a zeuas, en amzer an eost, da gavout David, e kev Adullam, pa oa ur bagad Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim.

14 David a oa neuze er c'hreñvlec'h, hag e-keit-se e oa gwarnizon ar Filistined e Betlehem.

15 David a c'hoantaas un dra bennak o lavarout: Piv a raio din evañ dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem?

16 Neuze an tri den kadarn-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puñs a zo e-kichen dor Betlehem, hag en degasjont d'e ginnig da Zavid. Met ne fellas ket dezhañ e evañ, hag e skuilhas anezhañ dirak an AOTROU.

17 Hag e lavaras: Pell diouzhin o AOTROU d'ober an dra-se! Ha n'eo ket gwad an dud-se a zo aet war var o buhez? Ha ne fellas ket dezhañ evañ anezhañ. Setu ar pezh a reas an tri den kadarn-se.

18 Abishai breur Joab mab Zeruja a oa penn an tri. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, hag o lazhas, hag en devoe brud e-touez an tri.

19 E-touez an tri, eñ a voe an hini muiañ enoret, hag e voe o fenn. Met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentañ.

20 Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Skeiñ a reas war zaou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.

21 Skeiñ a reas war un Ejipsian a oa un den spontus. An Ejipsian-se en doa en e zorn ur goaf, met eñ a ziskennas d'e gavout gant ur vazh, hag e tiframmas ar goaf eus dorn an Ejipsian, hag e lazhas anezhañ gant e c'hoaf.

22 Setu ar pezh a reas Benaja mab Jehojada, hag e voe brudet e anv e-touez an tri den kadarn.

23 Enoret e voe muioc'h eget an tregont, met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentañ. David a lakaas anezhañ en e guzul.

24 Asael breur Joab a oa e-touez an tregont, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,

25 Shamma an Harodiad, Elika an Harodiad,

26 Helez ar Paltiad, Ira mab Ikkesh eus Tekoa,

27 Abiezer an Anatodiad, Mebunnai an Hushaiad,

28 Zalmon an Akokiad, Maharai an Netofatad,

29 Heled mab Baana an Netofatad, Ittai mab Ribai eus Gibea eus mibien Benjamin,

30 Benaja ar Piratoniad, Hiddai eus froudoù Gaash,

31 Abi-Albon an Arbatiad, Azmaved ar Barkumad,

32 Eliakba ar Shaalbonad, mibien Jashen, Jonatan,

33 Shamma an Harariad, Akiam mab Sharar an Harariad,

34 Elifeled mab Akasbai mab da ur Maakatian, Eliam mab Akitofel ar Gilonad,

35 Hezerai eus Karmel, Paarai an Arbiad,

36 Jigal mab Natan eus Zoba, Bani ar Gadiad,

37 Zelek an Ammonad, Naharai ar Beerotiad a zouge armoù Joab mab Zeruja,

38 Ira ar Jetrian, Gareb ar Jetrian,

39 Uri an Hitit. An holl, seizh ha tregont.

Lean sinn:



Sanasan