Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 22

1 Ha David a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.

2 Lavarout a reas: An AOTROU a zo va roc'h, va c'hreñvlec'h, va dieuber!

3 O Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed hag an nerzh am dieub, va repu uhel ha va minic'hi! Va Salver, te a ziwall ac'hanon diouzh ar feulster.

4 Me a gri: Meulet ra vo an AOTROU! Hag ez on dieubet eus va enebourien.

5 Gwagoù ar marv o doa va goloet, froudoù an distruj o doa va spouronet,

6 ereoù lec'h ar marv o doa va gourizet, pechoù ar marv o doa va souprenet,

7 em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag aet eo va c'hriadenn betek e zivskouarn.

8 Neuze an douar a voe brañsellet hag a grenas, diazezoù an neñvoù a fiñvas hag a voe brañsellet, dre ma oa droug ennañ.

9 Ur vogedenn a bignas eus e fronelloù, hag un tan loskus eus e c'henoù; glaouennoù entanet a oa enaouet dioutañ.

10 Izelaet e voe an neñvoù gantañ hag e tiskennas, un deñvalijenn dindan e dreid.

11 Pignet e oa war ur cherubin hag e nije, en em ziskouez a rae war eskell an avel.

12 Ober a reas eus an deñvalijenn evel un deltenn, gant bernioù doureier ha koumoul du.

13 Eus ar splannder a oa dirazañ e teue glaouennoù tan o flammañ.

14 An AOTROU a gurunas eus an neñvoù, an Uhel-Meurbet a daolas e vouezh

15 Stlepel a reas biroù hag e stlabezas anezho, luc'hed hag o disparfoeltras.

16 Foñs ar mor en em ziskouezas, diazezoù ar bed a voe dizoloet, gant gourdrouz an AOTROU, gant c'hwezh avel e zivfron.

17 Astenn a reas e zorn eus krec'h, hag e kemeras ac'hanon, va zennañ a reas eus an doureier bras,

18 va dieubiñ a reas eus va enebour galloudus, eus ar re a gasae ac'hanon hag a oa nerzhusoc'h egedon.

19 Souprenet o doa ac'hanon en deiz va estrenvan, met an AOTROU a voe va skoazell.

20 Va lakaet en deus er frankiz, va dieubet en deus, rak kavet en deus e blijadur ennon.

21 An AOTROU en deus graet din hervez va reizhder, rentet en deus din hervez purentez va daouarn,

22 rak miret em eus hentoù an AOTROU, ha n'on ket bet disleal da'm Doue.

23 Rak e holl varnedigezhioù a zo dirazon, ha ne bellaan ket diouzh e reolennoù.

24 Bet on eeun gantañ, hag on en em viret diouzh va direizhder.

25 Neuze an AOTROU en deus rentet din hervez va reizhder, hervez va furentez dirak e zaoulagad.

26 Gant an hini a zo mat ez out mat, gant an hini a zo eeun e rez dezhañ hervez e eeunder,

27 gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.

28 Te a savete ar bobl c'hlac'haret, met da zaoulagad a izela ar re faeüs.

29 Te eo va goulaouenn, o AOTROU! An AOTROU a laka va zeñvalijenn da lugerniñ.

30 Rak ganit e kouezhan war ur strollad, gant va Doue e treuzan ur voger.

31 Hent Doue a zo peurvat, ger an AOTROU a zo amprouet. Ur skoed eo evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.

32 Rak piv a zo Doue, nemet an AOTROU, ha piv a zo ur roc'h, nemet hon Doue?

33 Doue eo an hini a zo va c'hreñvlec'h, hag a laka va hent da vezañ e savete,

34 a ro da'm zreid da vezañ heñvel ouzh re an heizezed, a laka ac'hanon war va uheldirioù,

35 a zoare va daouarn d'ar brezel, ha setu ma stegn va divrec'h ur wareg arem.

36 Roet ec'h eus din skoed da silvidigezh, ha da vadelezh he deus va lakaet da vezañ bras.

37 Frankaet ec'h eus an hent dindan va zreid, va seulioù n'o deus ket brañsellet.

38 Redek a ran war-lerc'h va enebourien hag o distrujan, ne zistroan ket hep o echuiñ.

39 O c'has da get hag o frikañ a ran, ha n'adsavont ken, kouezhañ a reont dindan va zreid.

40 Rak va gourizet ec'h eus gant nerzh evit ar brezel, lakaat a rez da blegañ dindanon va enebourien.

41 Lakaat a rez va enebourien da dreiñ o c'hein dirazon, hag ar re am c'hasa a zistrujan.

42 Sellout a reont, met n'eus salver ebet; treiñ a reont etrezek an AOTROU, ha ne respont ket dezho.

43 O frikañ a ran evel poultr an douar, o bruzunañ hag o mac'hañ a ran evel fank ar straedoù.

44 Va saveteiñ a rez eus daeloù va fobl, va mirout a rez evit bezañ penn ar broadoù, ur bobl n'anavezen ket a servij ac'hanon.

45 Mibien an diavaeziad a luban ac'hanon, adalek ma klev o divskouarn, e sentont ouzhin,

46 mibien an diavaeziad a sempl, hag a ya er-maez eus o repu en ur grenañ.

47 An AOTROU a zo bev! Benniget ra vo va roc'h! Uhelaet ra vo Doue va silvidigezh,

48 an Doue a veñj ac'hanon, a renk ar pobloù dindanon,

49 am zenn eus va enebourien, am uhela dreist ar re savet em enep, am dieub eus an den taer.

50 Setu perak e veulin ac'hanout e-touez ar broadoù, o AOTROU, hag e kanin meuleudioù da'z anv!

51 Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken.

Lean sinn:



Sanasan