Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 21

1 Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.

2 Ar roue a c'halvas ar C'habaoniz evit komz outo. Met ar C'habaoniz ne oant ket eus mibien Israel, un nemorant eus an Amoreaned e oant, ha mibien Israel a oa en em ereet en o c'heñver dre le. Koulskoude Saül a glaskas o lakaat da vervel en abeg d'e c'hred evit mibien Israel ha Juda.

3 David a lavaras d'ar C'habaoniz: Petra a rin evidoc'h? Gant petra e rin an dic'haou, evit ma vennigot hêrezh an AOTROU?

4 Ar C'habaoniz a respontas dezhañ: N'eus anv ebet a arc'hant hag a aour gant Saül ha gant e di, ha n'eo ket deomp da lakaat den d'ar marv en Israel. Hag e lavaras: Petra a c'houlennit e rafen evidoc'h?

5 Hag e respontjont d'ar roue: Diwar-benn an den-se en deus hon distrujet, hag en deus ijinet hon distrujañ ken na chomje hini ac'hanomp e korn-bro ebet eus Israel,

6 ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.

7 Ar roue a espernas Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, en abeg d'al le o doa graet etrezo dirak an AOTROU, David ha Jonatan mab Saül.

8 Met ar roue a gemeras daou vab Rizpa merc'h Aya, he doa ganet da Saül, Armoni ha Mefiboshed, ha pemp mab Mikal merc'h Saül, he doa ganet da Adriel mab Barzilhai eus Mehola.

9 Hag e roas anezho etre daouarn ar C'habaoniz, hag e voent krouget ganto war ar menez dirak an AOTROU. Ar seizh-se a voe lazhet a-gevret; lakaet e voent d'ar marv en deizioù kentañ an eost, e penn-kentañ eost an heiz.

10 Neuze Rizpa merc'h Aya a gemeras ur sac'h a astennas eviti war ar roc'h, abaoe penn-kentañ an eost betek ma kouezhas glav an neñv warno. Ha ne lezas ket laboused an neñv da ehanañ warno war an deiz na loened ar parkeier d'an noz.

11 Lavaret e voe da Zavid ar pezh a rae Rizpa merc'h Aya, serc'h Saül.

12 David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.

13 Kas a reas gantañ ac'hane eskern Saül hag eskern Jonatan e vab. Hag e voe dastumet ivez eskern ar re a voe bet krouget.

14 Sebeliet e voent gant eskern Saül ha Jonatan e vab, e bro Benjamin, e Zela, e bez Kish tad Saül. Graet e voe kement en doa gourc'hemennet ar roue. Ha goude-se, Doue a voe sioulaet e-keñver ar vro.

15 Bez' e voe brezel etre ar Filistined hag Israel. David a ziskennas gant e servijerien, hag e stourmjont a-enep ar Filistined. David a oa gwall-skuizh.

16 Jishbi-Benob, unan eus mibien Rafa hag en doa ur goaf a boueze tri c'hant sikl arem, a oa gourizet a-nevez hag en doa c'hoant da skeiñ war Zavid.

17 Met Abishai mab Zeruja a zeuas war sikour David hag a skoas war ar Filistin hag en lazhas. Neuze tud David a douas o lavarout: Ne zeui ken ganeomp d'an emgann, gant aon na vougfes goulaouenn Israel.

18 Goude-se e voe brezel c'hoazh e Gob a-enep ar Filistined; eno Sibbekai an Hushaiad a lazhas Saf, unan eus mibien Rafa.

19 Hag e voe brezel c'hoazh e Gob a-enep ar Filistined, hag Elkanan mab Jaare-Oregim eus Betlehem a lazhas Goliad ar Gettiad, a oa koad e c'hoaf evel ur granenn eus ur stern-gwiader.

20 Hag e voe brezel c'hoazh e Gad. Eno en em gavas un den mentet uhel, en doa c'hwec'h biz war e zaouarn ha c'hwec'h biz war e dreid, pevar warn-ugent en holl. Hemañ ivez a oa diskennet eus Rafa.

21 An den-mañ a zismegañsas Israel, met Jonatan mab Shimea, breur David, a lazhas anezhañ.

22 Ar pevar-se a oa diskennet eus Rafa, hag e voent lazhet gant dorn David ha gant dorn e servijerien.

Lean sinn:



Sanasan