2 Samuel 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 1 Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù! 2 Hag holl dud Israel a bellaas diouzh David hag a yeas war-lerc'h Sheba mab Bikri. Met tud Juda en em stagas ouzh o roue, adalek ar Jordan betek Jeruzalem. 3 Pa en em gavas David en e di e Jeruzalem, e kemeras an dek serc'h en doa lezet evit diwall e di, hag o lakaas en ul lec'h evezhiet. Pourvezañ a reas d'o ezhommoù eno, met n'eas ket d'o c'havout. Evel-se e voent serret betek deiz o marv, o vevañ evel intañvezed. 4 Hag ar roue a lavaras da Amasa: Dastum din tud Juda a-benn tri devezh, ha te en em gav amañ. 5 Amasa a yeas eta evit dastum re Juda, met daleañ a reas pelloc'h eget an amzer merket dezhañ. 6 David a lavaras da Abishai: Bremañ Sheba mab Bikri a vo gwashoc'h evidomp eget Absalom. Kemer servijerien da aotrou ha red war e lerc'h, gant aon na gavfe kêrioù kreñv ha n'en em dennfe eus hon daoulagad. 7 Evel-se tud Joab a yeas war e lerc'h, gant ar Geretiz hag ar Beletiz, hag an holl dud kadarn. Mont a rejont eus Jeruzalem evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri. 8 Evel ma oant e-kichen ar maen bras a zo e Gabaon, Amasa a zeuas a-raok dezho. Joab en doa gwisket e doneg evel dilhad, ha warni e oa gouriz e gleze, stag war e groazell en e c'houin. Ha pa'z eas a-raok e kouezhas ar c'hleze. 9 Joab a lavaras da Amasa: Ha yac'h out, va breur? Ha Joab a grogas gant e zorn dehou e barv Amasa, evit pokat dezhañ. 10 Amasa ne daole ket evezh ouzh ar c'hleze a oa e dorn Joab. Hemañ a roas un taol gantañ en e gof, hag e skuilhas e vouzelloù d'an douar, hep skeiñ warnañ un eil gwech. Hag e varvas. Ha Joab hag Abishai e vreur a redas war-lerc'h Sheba mab Bikri. 11 Unan eus servijerien Joab en em zalc'has e-kichen Amasa en ur lavarout: An hini a gar Joab hag an hini a zo evit David, ra yelo war-lerc'h Joab! 12 Amasa a oa ruilhet en e wad e-kreiz an hent, hag an den-mañ, o welout an holl bobl oc'h en em zerc'hel eno, a vountas Amasa er-maez eus an hent d'ur park, hag e taolas warnañ ur vantell, peogwir e wele en em zerc'hel eno an holl re a dremene. 13 Pa voe lamet diwar an hent, pep hini a yeas e-bioù war-lerc'h Joab, evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri. 14 Tremen a reas dre holl veuriadoù Israel betek Abel-Bed-Maaka, gant an holl Veriiz a oa en em zastumet hag a yae war e lerc'h. 15 Tud Joab a zeuas hag a sezizas Sheba en Abel-Bed-Maaka, hag e savjont a-enep kêr ur c'hae a dape ar voger. An holl bobl a oa gant Joab a doulle ar voger hag he lakae da gouezhañ. 16 Neuze ur vaouez poellek eus kêr a grias: Selaouit! Selaouit! Lavarit mar plij da Joab: Tosta betek amañ, ma komzin ouzhit. 17 Pa voe tostaet outi, ar vaouez a lavaras: Ha te eo Joab? Respont a reas: Me eo. Hi a lavaras dezhañ: Selaou komzoù da servijerez. Respont a reas: Me a selaou. 18 Komz a reas eta o lavarout: Gwechall e veze lavaret alies: Ret eo mont da c'houlenn ali digant Abel, hag a dra a veze graet. 19 Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujañ ur gêr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hêrezh an AOTROU? 20 Joab a respontas o lavarout: Pell diouzhin kaout soñj da ziskar pe da zismantrañ! 21 An dra n'eo ket evel-se. Met un den eus menez Efraim anvet Sheba mab Bikri, en deus savet e zorn a-enep ar roue David. Roit-eñ din hepken, hag e pellain diouzh kêr. Ar vaouez a lavaras da Joab, setu e benn a vo taolet dit dreist ar voger. 22 Ar vaouez a zeuas da gavout an holl bobl hag a gomzas outo gant furnez. Hag e troc'hjont e benn da Sheba mab Bikri hag en taoljont da Joab. Neuze e sonas er shofar, hag ar bobl en em dennas a-zirak kêr, pep hini d'e deltenn. Joab a zistroas da gavout ar roue da Jeruzalem. 23 Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, 24 Adoram a oa mestr an tailhoù, Jozafad mab Akilud a oa teuliour, 25 Sheja a oa skrib, Zadok hag Abiatar a oa aberzhourien, 26 hag Ira eus Jair a oa aberzhour David. |