Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 19

1 Hag e voe lavaret da Joab: Setu ar roue a ouel hag a ra kañv war Absalom.

2 Evel-se an trec'h a voe troet e kañv en deiz-se evit an holl bobl, dre m'o doa klevet an dud lavarout en deiz-se: Ar roue a zo gwall c'hlac'haret abalamour d'e vab.

3 Ar bobl a zistroas e kêr en deiz-se dre laer, evel ma vefe ar bobl mezhek da vezañ tec'het en emgann.

4 Ar roue en doa goloet e zremm, hag ar roue a grie a vouezh uhel: Va mab Absalom! Absalom va mab! Va mab!

5 Neuze Joab a yeas da gavout ar roue en ti hag a lavaras: Goloet ec'h eus a vezh hiziv dremm da holl servijerien, ar re o deus saveteet hiziv da vuhez, ha buhez da vibien ha da verc'hed, ha buhez da wragez, ha buhez da serc'hed.

6 Karout a rez ar re a gasa ac'hanout, hag e kasaez ar re az kar, rak diskouezet ec'h eus hiziv penaos da bennoù ha da servijerien n'int netra dit. Gouzout a ran hiziv penaos ma vije bev Absalom ha ma vijemp marv ni holl, kement-se a vije plijusoc'h ouzh da zaoulagad.

7 Bremañ eta, sav, kae er-maez, komz ouzh kalon da servijerien, rak me a dou dre an AOTROU, ma ned ez ket er-maez, ne chomo ket unan ganit en nozvezh-mañ. Hag an droug-se a vo gwashoc'h dit eget an holl re a zo en em gavet ganit adalek da yaouankiz betek bremañ.

8 Neuze ar roue a savas hag a azezas e-tal an nor. Roet e voe ar c'heloù d'an holl bobl o lavarout: Setu emañ azezet ar roue e-tal an nor. An holl bobl a zeuas dirak ar roue. Met Israel a oa tec'het pep hini d'e deltenn.

9 Hag an holl bobl a dabute en holl veuriadoù Israel o lavarout: Ar roue en deus hon dieubet eus dorn hon enebourien hag hon saveteet eus dorn ar Filistined, ha bremañ ez eo tec'het kuit eus ar vro en abeg da Absalom.

10 Hag Absalom, eñ hag hon doa olevet warnomp a zo marvet en emgann. Bremañ eta perak ne gomzit ket eus adkerc'hat ar roue?

11 Ar roue David a gasas da lavarout d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Komzit ouzh henaourien Juda ha lavarit dezho: Perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue d'e di? Rak ar c'homzoù a lavare holl Israel a oa deuet betek ar roue en e di.

12 C'hwi eo va breudeur, va eskern ha va c'hig; perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue?

13 Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!

14 Evel-se e plegas o c'halon da holl dud Juda, evel pa ne vijent nemet un den hepken, hag e kasjont da lavarout d'ar roue: Deus en-dro gant da holl servijerien.

15 Ar roue a zistroas eta hag a zeuas d'ar Jordan. Juda a zeuas da C'hilgal evit mont en arbenn d'ar roue, hag evit e lakaat da dremen ar Jordan.

16 Shimei mab Gera, Benjaminad eus Bakurim, a hastas diskenn gant tud Juda en arbenn d'ar roue David.

17 Gantañ e oa mil den eus Benjamin, ha Ziba, servijer eus ti Saül, gant e bemzek mab hag e ugent servijer. Hag e tremenjont ar Jordan a-raok ar roue.

18 Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhañ. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.

19 Lavarout a reas d'ar roue: Ra chomo va aotrou hep tamall va direizhder din, hag hep kaout soñj eus ar pezh en deus graet da servijer gant drougiezh, en deiz ma'z ae kuit ar roue va aotrou eus Jeruzalem, ra chomo ar roue hep kemer-se en e galon.

20 Rak da servijer a oar en deus pec'het. Ha setu ez on deuet hiziv, an hini kentañ eus holl di Jozef, evit diskenn en arbenn d'ar roue va aotrou.

21 Abishai mab Zeruja a respontas o lavarout: Hag evit-se ne vo ket lakaet d'ar marv Shimei, p'en deus milliget olevad an AOTROU?

22 Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezañ roue war Israel?

23 Ar roue a lavaras da Shimei: Ne varvi ket! Hag ar roue a douas kement-se dezhañ.

24 Ha Mefiboshed mab Saül a ziskennas en arbenn d'ar roue. N'en doa ket graet war-dro e dreid na war-dro e varv, ha n'en doa ket gwalc'het e zilhad, abaoe an deiz ma oa aet kuit ar roue betek ma tistroas e peoc'h.

25 Pa voe deuet da Jeruzalem en arbenn d'ar roue, e lavaras ar roue dezhañ: Perak ne oas ket deuet ganin Mefiboshed?

26 Respont a reas: O roue va aotrou, va servijer en deus va zouellet, rak da servijer en doa lavaret: Ober a rin dibrañ va azen, hag e pignin warnañ hag ez in da gavout ar roue, dre ma'z eo kamm da servijer.

27 Ha droukkomzet en deus eus da servijer dirak ar roue va aotrou. Met ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue. Gra ar pezh a gavi mat.

28 Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?

29 Ar roue a lavaras dezhañ: Perak an holl gomzoù-se? E lavaret em eus: Te ha Ziba, lodennit an douaroù etrezoc'h.

30 Mefiboshed a respontas d'ar roue: Ra gemero zoken holl, pa'z eo distroet ar roue va aotrou e peoc'h d'e di.

31 Barzilhai eus Galaad a ziskennas ivez eus Rogelim hag a dremenas ar Jordan gant ar roue, evit mont gantañ en tu all d'ar Jordan.

32 Barzilhai a oa kozh-meurbet, oadet a bevar-ugent vloaz. Pourvezet en doa boued d'ar roue pa oa o chom e Mahanaim, rak un den pinvidik-tre e oa.

33 Ar roue a lavaras da Varzilhai: Tremen pelloc'h ganin, hag e kendalc'hin ac'hanout ganin e Jeruzalem.

34 Met Barzilhai a respontas d'ar roue: Pet bloavezh am eus da vevañ, ma pignfen gant ar roue da Jeruzalem?

35 Oadet on hiziv a bevar-ugent vloaz. Ha gellout a c'hellfen disheñvelaat ar mad diouzh an droug? Da servijer, ha blasaat a rafe ar pezh a zebrfe hag a evfe? Ha gellout a c'hellfen c'hoazh klevout mouezh ar ganerien hag ar c'hanerezed? Perak e vefe c'hoazh da servijer ur bec'h evit ar roue va aotrou?

36 Da servijer a yelo un tammig en tu all d'ar Jordan gant ar roue, met perak e fellfe d'ar roue reiñ din un hevelep gopr?

37 Mar plij, ra zistroio da servijer, ha ra varvin em c'hêr, tost ouzh bez va zad ha va mamm. Met setu, da servijer Kimham a dremeno gant ar roue va aotrou; gra evitañ ar pezh a gavi mat.

38 Ar roue a lavaras: Ra dremeno Kimham ganin, hag e rin evitañ kement a gavi mat, rak kement a fello dit kaout diganin, me en roio dit.

39 An holl bobl a dremenas ar Jordan, hag ar roue ivez a dremenas. Goude ar roue a bokas da Varzilhai hag en bennigas, hag e tistroas d'e di.

40 Ac'hane ez eas ar roue da C'hilgal, ha Kimham a yeas gantañ. Evel-se holl bobl Juda hag un hanter zoken eus pobl Israel a yeas gant ar roue.

41 Met setu holl dud Israel a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras dezhañ: Perak o deus da skrapet hor breudeur tud Juda? Perak o deus lakaet da dremen ar Jordan ar roue, e diegezh, hag holl dud David gantañ?

42 Holl dud Juda a respontas da dud Israel: Dre ma'z eo ar roue tostoc'h ouzhimp; perak e kounnarit eus an dra-se? Ha debret hon eus un dra bennak diwar ar roue? Ha bet hon eus ur prof bennak?

43 Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentañ da gomz eus lakaat hor roue da zistreiñ? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.

Lean sinn:



Sanasan