2 Samuel 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 1 David a niveras ar bobl a oa gantañ hag a lakaas warno pennoù a vilieroù ha pennoù a gantoù. 2 David a gasas ar bobl, un drederenn dindan dorn Joab, un drederenn dindan dorn Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag un drederenn dindan dorn Ittai eus Gad. Hag ar roue a lavaras d'ar bobl: Me ivez a fell din mont ganeoc'h. 3 Met ar bobl a lavaras dezhañ: Ned i ket er-maez! Rak mar befemp lakaet da dec'hout, ne daolint ket evezh ouzhimp, ha pa varvfe an hanter ac'hanomp, ne daolint ket evezh ouzhimp, met te a dalvez kement ha dek mil ac'hanomp. Bremañ eta e vefe gwelloc'h dit bezañ e kêr evit hor skoazellañ. 4 Ar roue a lavaras dezho: Ar pezh a gavot mat, me a raio. Ar roue en em zalc'has eta e-kichen an nor, hag an holl bobl a yeas dre gantoù ha dre vilieroù. 5 Hag ar roue a roas urzhioù da Joab, da Abishai ha da Ittai o lavarout: Espernit din an den yaouank Absalom. An holl bobl a glevas ar pezh en doa gourc'hemennet ar roue d'an holl bennoù diwar-benn Absalom. 6 Evel-se ar bobl a yeas er-maez en arbenn da Israel; an emgann a c'hoarvezas e koadeg Efraim. 7 Eno pobl Israel a voe pilet gant servijerien David, hag e voe en deiz-se, el lec'h-se, ul lazhadeg vras a ugent mil den. 8 An emgann en em astennas dre an holl vro, hag en deiz-se ar goadeg a zebras muioc'h a dud eget na zebras ar c'hleze. 9 Hag Absalom en em gavas dirak servijerien David. Absalom a yae war ur mul, hag ar mul o vezañ aet dindan skourroù gweet un dervenn vras, e benn a voe kroget e skourroù an dervenn; chom a reas etre an neñv hag an douar, hag ar mul a oa dindanañ a yeas kuit. 10 Un den a welas kement-se hag a gomzas ouzh Joab o lavarout: Setu em eus gwelet Absalom ispilhet ouzh un dervenn. 11 Joab a respontas d'an hini a gomze outañ: Petra! E welet ec'h eus? Perak ne'c'h eus ket e ziskaret eno d'an douar? Roet em bije dit dek pezh arc'hant hag ur gouriz. 12 Met an den-se a lavaras da Joab: Pa bouezfen e-barzh va dorn mil pezh arc'hant, ne lakafen ket va dorn war mab ar roue, rak klevet hon eus ar pezh en deus gourc’hemennet ar roue, dit, da Abishai ha da Ittai, o lavarout: Taolit evezh pep hini ac'hanoc'h d'an den yaouank Absalom. 13 Anez em befe graet ul laoskoni, war var va buhez, rak netra n'eo kuzhet ouzh ar roue, ha te da-unan az pefe en em lakaet em enep. 14 Joab a lavaras: Ne c'hortozin ket keit-se dirazout! Hag e kemeras tri dared en e zorn, hag o sankas e kalon Absalom a oa c'hoazh bev e-kreiz an dervenn. 15 Ha dek den yaouank hag a zouge armoù Joab, a zeuas en-dro da Absalom hag a skoas gantañ, hag en lazhas. 16 Neuze Joab a reas seniñ er shofar, hag ar bobl a zistroas a redek war-lerc'h Israel, rak Joab a harzas ar bobl. 17 Kemer a rejont Absalom, hag en taoljont er goadeg en un toull bras, hag e lakajont warnañ ur bern mein bras-meurbet. Holl Israel a dec'has, pep hini d'e deltenn. 18 Absalom en doa graet sevel, pa oa bev, ur peul, a zo e traonienn ar roue, rak lavarout a rae: Ne'm eus mab ebet evit kenderc'hel an eñvor eus va anv, hag ec'h anvas ar peul-se dre e anv, ha betek hiziv e vez anvet maen-eñvor Absalom. 19 Akimaaz mab Zadok a lavaras: Va lez da redek da gas ar c'heloù mat-se d'ar roue: en deus roet an AOTROU e wir dezhañ diouzh dorn e enebourien. 20 Joab a lavaras dezhañ: Ne vi ket hiziv douger a geloù mat, kas a ri ar c'heloù un devezh all, rak hiziv ne gasi ket ur c'heloù mat, pa'z eo marvet mab ar roue. 21 Ha Joab a lavaras da Gushi: Kae ha lavar d'ar roue ar pezh ac'h eus gwelet. Kushi a stouas dirak Joab, hag e redas. 22 Akimaaz mab Zadok a lavaras c'hoazh da Joab: Petra bennak ma errufe, va lez da redek war-lerc'h Kushi. Joab a lavaras dezhañ: Perak e fell dit redek, va mab, pa'z eo gwir ne'c'h eus ket keloù mat da gas? 23 N'eus forzh, fellout a ra din redek! Neuze Joab a lavaras dezhañ: Red! Hag e redas Akimaaz dre hent ar blaenenn, hag e tremenas Kushi. 24 Azezet e oa David etre an div zor, hag ar gedour a yae war doenn an nor, war-zu ar voger, hag o sevel e zaoulagad, e sellas: setu un den a rede e-unan. 25 Ar gedour a grias hag a roas da c'houzout-se d'ar roue. Ar roue a lavaras: Mard emañ e-unan, e tegas keloù mat. Hag an den a zeue bepred o tostaat. 26 Goude e welas ar gedour un den all a rede, hag e krias d'ar porzhier o lavarout: Setu un den a red e-unan. Ar roue a lavaras: Degas a ra ivez keloù mat. 27 Ar gedour a lavaras: Seblantout a ra din, o welout an hini kentañ o redek, e red evel Akimaaz mab Zadok. Ar roue a lavaras: Un den mat eo, dont a ra gant keloù mat. 28 Neuze Akimaaz a grias hag a lavaras d'ar roue: Mont a ra mat pep tra! Hag e stouas dirak ar roue, e zremm d'an douar, hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU da Zoue, en deus paket an dud o doa savet o dorn a-enep ar roue va aotrou. 29 Met ar roue a lavaras: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Akimaaz a respontas: Gwelet em eus ur c'hemmesk bras p'en deus Joab kaset servijer ar roue ha me da servijer; n'ouzon ket petra 'oa. 30 Ar roue a lavaras: Chom aze a-gostez! Hag en em lakaas a-gostez hag en em zalc'has eno. 31 Neuze Kushi a erruas hag a lavaras: Ra en devo ar roue va aotrou ar c'heloù mat-mañ: An AOTROU en deus roet da wir dit hiziv diouzh dorn an holl re a zo en em savet ez enep. 32 Ar roue a lavaras da Gushi: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Kushi a respontas: Ra vo enebourien ar roue va aotrou hag an holl re a zo en em savet ez enep evit ober dit poan, evel an den yaouank-se. 33 Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab! |