Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 16

1 P'en doe tremenet David al lein, setu e teuas d'e gavout Ziba servijer Mefiboshed, gant daou azen sammet, ha warno e oa daou c'hant bara, kant pakad rezin sec'h, kant a frouezh hañv, hag ur sac'h-lêr gwin.

2 Ar roue a lavaras da Ziba: Petra a fell dit ober eus kement-se? Ziba a respontas: An ezen a servijo da jav evit ti ar roue, ar bara hag ar frouezh hañv da zebriñ evit an dud yaouank, hag ar gwin da evañ evit ar re a vo skuizh er gouelec'h.

3 Hag ar roue a lavaras: Met pelec'h emañ mab da vestr? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Setu, chomet eo e Jeruzalem, rak lavaret en deus: Hiziv ti Israel a roio en-dro din rouantelezh va zad.

4 Neuze ar roue a lavaras da Ziba: Setu, kement a zo da Vefiboshed a zo dit. Ziba a lavaras: Stouiñ a ran! Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, o roue va aotrou!

5 Ar roue David a yeas betek Bakurim. Ha setu e teuas un den ac'hane, eus tiegezh Saül, anvet Shimei mab Gera. Dont a reas er-maez en ur vallozhiñ,

6 hag e stlape mein a-enep David, a-enep holl servijerien ar roue David, a-enep an holl bobl, hag a-enep an holl dud kreñv a oa a-zehoù hag a-gleiz d'ar roue.

7 Ha Shimei a gomze evel-henn ouzh e villigañ: Kae er-maez, kae er-maez, den a wad, den fall!

8 An AOTROU a laka da adkouezhañ warnout holl wad ti Saül, ma renez en e lec'h. An AOTROU en deus lakaet ar rouantelezh etre daouarn da vab Absalom, ha setu ez out er gwalleur, dre ma'z out bet un den a wad.

9 Neuze Abishai mab Zeruja a lavaras d'ar roue: Perak e villigfe ar c'hi marv-se ar roue va aotrou? Va lez da vont a-raok, evit lemel e benn digantañ.

10 Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?

11 David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.

12 Marteze e sello an AOTROU ouzh va glac'har, hag e roio an AOTROU vad din e-lec'h ar mallozhioù a hiziv.

13 David hag e dud a gendalc'he gant o hent, ha Shimei a gerzhe a-hed ar menez a-gostez da Zavid, hag e ur gerzhout e villige hag e stlape mein a-enep dezhañ hag e save poultr.

14 Evel-se ar roue David hag an holl bobl a oa gantañ a zeuas da vezañ skuizh, hag eno ec'h ehanjont.

15 Absalom hag an holl bobl, tud Israel, a yeas e Jeruzalem, hag Akitofel a oa gantañ.

16 Pa voe erruet Hushai an Arkiad, mignon David, da gavout Absalom, Hushai a lavaras da Absalom: Ra vevo ar roue! Ra vevo ar roue!

17 Absalom a lavaras da Hushai: Honnezh eo ar garantez ac'h eus evit da vignon? Perak n'out ket aet gant da vignon?

18 Hag Hushai a respontas da Absalom: Nann, met e vin d'an hini a zo bet dibabet gant an AOTROU, gant ar bobl-mañ, ha gant holl dud Israel; hag e chomin gantañ.

19 Hag a-hend-all, piv a servijen? Ha ne vefe ket e vab? Me a vo da servijer evel ma'z on bet servijer da dad.

20 Absalom a lavaras da Akitofel: Goulennit kuzul etrezoc'h war ar pezh hon eus d'ober.

21 Akitofel a lavaras da Absalom: Kae etrezek serc'hed da dad, en deus lezet evit diwall an ti. Pa ouezo holl Israel ez out en em lakaet kasaus da'z tad, daouarn an holl re a zo ganit a vo kennerzhet.

22 Savet e voe eta un deltenn evit Absalom war doenn an ti, hag Absalom a yeas etrezek serc'hed e dad, dirak holl Israel.

23 En amzer-se ur c'huzul roet gant Akitofel a oa ken prizius ha ma vije ur c'huzul a-berzh Doue. Evel-se e oa talvoudegezh kuzulioù Akitofel, ken evit David, ken evit Absalom.

Lean sinn:



Sanasan