Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 15

1 Goude-se Absalom a bourvezas kirri ha kezeg; hag en doa hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.

2 Absalom a save mintin mat, hag en em zalc'he e-tal hent an nor. Ma teue un den en deveze un afer bennak hag a yae e barnedigezh dirak ar roue, Absalom a c'halve anezhañ hag a lavare dezhañ: A betore kêr ez out? Hag e responte: Da servijer a zo eus unan a veuriadoù Israel;

3 hag Absalom a lavare dezhañ: Sell, da gaoz a zo mat ha reizh, met n'eus den evit selaou ac'hanout a-berzh ar roue.

4 Absalom a lavare c'hoazh: Perak na'm lakaer ket da varner er vro? Pep den en defe ur breud pe un afer da varn a zeufe da'm c'havout, hag e rofen e wir dezhañ.

5 Ha pa dostae unan bennak evit stouiñ dirazañ, ec'h astenne dezhañ e zorn, hag e kemere anezhañ hag e poke dezhañ.

6 Absalom a rae evel-se da holl re Israel a zeue etrezek ar roue evit bezañ barnet. Hag Absalom a c'houneze kalon tud Israel.

7 A-benn daou-ugent vloaz, e lavaras Absalom d'ar roue: Da bediñ a ran ma'z in da Hebron, evit seveniñ ar gouestl am eus graet d'an AOTROU.

8 Rak pa oa da servijer o chom e Geshur e Siria, e reas ur gouestl o lavarout: Mar laka an AOTROU ac'hanon da zistreiñ da Jeruzalem, me a servijo an AOTROU.

9 Ar roue a respontas dezhañ: Kae e peoc'h! Sevel a reas eta, hag ez eas da Hebron.

10 Hag Absalom a gasas spierien dre holl veuriadoù Israel evit lavarout: Pa glevot son ar shofar, lavarit: Absalom a zo lakaet da roue en Hebron!

11 Gant Absalom e oa aet daou c'hant den eus Jeruzalem, en doa pedet. Aet e oant gant onestiz, hep gouzout netra.

12 E-pag ma kinnige Absalom aberzhoù, e kasas da gerc'hat Akitofel ar Gilonat, kuzulier David, eus e gêr a C'hilo. Hag en em reas eno un irienn c'halloudus, hag ar bobl a yae en ur greskiñ e-kichen Absalom.

13 Neuze e teuas ur c'hannad da gavout David, hag e lavaras dezhañ: Kalon tud Israel a dro war-zu Absalom.

14 David a lavaras d'e holl servijerien a oa gantañ e Jeruzalem: Savit ha tec'homp, rak ne c'hellfemp ket bezañ saveteet dirak Absalom. Hastit mont kuit, gant aon na hastfe-eñ, na tapfe ac'hanomp, na taolfe ar gwalleur warnomp, ha na skofe war gêr gant troc'h ar c'hleze.

15 Servijerien ar roue a respontas d'ar roue: Da servijerien a zo prest d'ober kement a gavo mat ar roue hon aotrou.

16 Ar roue a yeas kuit, hag e holl di war e lerc'h, met ar roue a lezas dek maouez, eus e serc'hed, evit diwall e di.

17 Ar roue a yeas kuit, hag an holl bobl a yae war e lerc'h, hag ec'h ehanjont en ul lec'h a oa pell.

18 E holl servijerien a gerzhe en e gichen, hag an holl Geretiz, an holl Beletiz hag an holl C'hettiz, c'hwec'h kant den deuet eus Gad war e lerc'h, a gerzhe dirak ar roue.

19 Met ar roue a lavaras da Itai eus Gad: Perak e teufes ivez ganeomp? Distro ha chom gant ar roue, rak un diavaeziad ez out, ha zoken, distro da'z lec'h.

20 Dec'h ez out deuet, hag hiziv e rafen dit mont amañ hag ahont ganeomp? Evidon-me ez in el lec'h ma c'hellin; distro ha kas da vreudeur ganit. Ra vo trugarez ha gwirionez ganit!

21 Met Itai a respontas d'ar roue o lavarout: An AOTROU a zo bev, hag ar roue va aotrou a zo bev! El lec'h ma vo ar roue va aotrou, pe evit mervel pe evit bevañ, da servijer a vo ivez eno.

22 Neuze David a lavaras da Itai: Deus ha tremen. Hag Itai eus Gad a dremenas, hag e holl dud, hag an holl vugale a oa gantañ.

23 An holl vro a ouele gant kriadennoù bras, hag an holl bobl a dremene. Ar roue a dreuzas froud Kedron, hag an holl bobl a dremenas war-zu hent ar gouelec'h.

24 Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.

25 Hag ar roue a lavaras da Zadok: Adkas arc'h Doue e kêr. Mar kavan trugarez dirak an AOTROU, va c'haso en-dro, hag e tiskouezo din anezhi gant he chomlec'h.

26 Mar lavar evel-henn: Ne gavan ket a blijadur ennout! Setu-me amañ, e raio ouzhin ar pezh a fello dezhañ.

27 Ar roue a lavaras c'hoazh d'an aberzhour Zadok: Gwelout a rez? Distro e peoc'h e kêr, gant Akimaaz da vab ha Jonatan mab Abiatar, ho taou vab ganeoc'h.

28 Sellit, mont a ran da c'hortoz e plaenennoù ar gouelec'h, ken na zeuio din keloù eus ho perzh.

29 Zadok hag Abiatar a zegasas eta arc'h Doue e Jeruzalem, hag e chomjont eno.

30 David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.

31 Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.

32 Pa voe erruet David war al lein, el lec'h ma stouas dirak Doue, setu e teuas d'e gavout Hushai an Arkiad, roget e doneg ha douar war e benn.

33 David a lavaras dezhañ: Mar deuez pelloc'h ganin, e vi ur bec'h din.

34 Met mar distroez e kêr, ha ma lavarez da Absalom: Me a zo da servijer, o roue! Servijet em eus da dad abaoe pell, ha bremañ e servijin ac'hanout; neuze e tisc’hri em c'heñver kuzul Akitofel.

35 Ha ne vo ket eno ganit an aberzhourien Zadok hag Abiatar? Kement a anavezi eus ti ar roue a lavari d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar.

36 Setu emañ eno ganto o daou vab, Akimaaz mab Zadok ha Jonatan mab Abiatar. Reiñ a reot da c'houzout din drezo kement a anavezot.

37 Evel-se Hushai mignon David a zistroas e kêr. Hag Absalom a zeuas da Jeruzalem.

Lean sinn:



Sanasan