2 Samuel 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 1 Neuze Joab mab Zeruja, o c'houzout e oa douget kalon ar roue etrezek Absalom, 2 a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv. 3 Kae da gavout ar roue, ha komz outañ en doare-mañ. Joab a lakaas en he genoù ar c'homzoù he doa da lavarout. 4 Maouez Tekoa a gomzas eta ouzh ar roue, hag a gouezhas, he dremm d'an douar, a stouas, hag a lavaras: O roue, ro din sikour! 5 Ar roue a lavaras dezhi: Petra ac'h eus? Hag e respontas: Me a zo ur vaouez intañvez, va fried a zo marv. 6 Da servijerez he doa daou vab a zo en em gannet er parkeier, ha ne oa den evit o herzel. Unan en deus skoet war egile hag en deus e lazhet. 7 Ha setu, an holl diegezh a zo savet a-enep da servijerez en ur lavarout: Ro deomp an hini en deus skoet war e vreur, ma lakaimp anezhañ d'ar marv en abeg da ene e vreur en deus lazhet, hag e tistrujimp ivez an hêr. Hag e fell dezho mougañ ar c'hlaouenn vev a van ganin, evit na chomo gant va fried nag anv na diskennad war an douar. 8 Ar roue a lavaras d'ar vaouez: Kae da'z ti, me a roio urzhioù diwar da benn. 9 Hag ar vaouez eus Tekoa a lavaras d'ar roue: O roue va aotrou, ra vo warnon an direizhder ha war di va zad, ha ra vo ar roue hag e dron didamall! 10 Ar roue a respontas: Degas din an hini a gomzo ez enep, ha biken ne stoko ouzhit a-nevez. 11 Hag hi a lavaras: Me az ped m'en devo ar roue soñj eus an AOTROU e Zoue, evit na vo ket kresket gant ar veñjer-gwad an distruj, ha na vo ket lazhet va mab. Hag e respontas: An AOTROU a zo bev! Ne gouezho ket d'an douar ur vlevenn eus da vab. 12 Ar vaouez a lavaras: Me az ped ma vo lavaret ur ger c'hoazh gant da servijerez d'ar roue va aotrou. Hag e respontas: Komz! 13 Ar vaouez a lavaras: Perak ec'h eus soñjet en un dra evel-se a-enep pobl Doue? Rak o lavarout ar c'homzoù-se, en em zisklêr ar roue kablus, pa ne ra ket gervel an hini en deus kaset kuit. 14 Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit. 15 Bremañ, mard on deuet da lavarout an traoù-mañ d'ar roue va aotrou, eo ma o deus va spontet ar bobl. Ha da servijerez he deus lavaret: Komz a rin bremañ ouzh ar roue; marteze e raio ar roue ar pezh a lavaro dezhañ e servijerez. 16 Rak ar roue a selaouo e servijerez evit he dieubiñ eus dorn an hini a fell dezhañ hol lazhañ eus hêrezh Doue, me ha va mab a-gevret. 17 Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit! 18 Ar roue a respontas hag a lavaras d'ar vaouez: Na guzh ket ouzhin mar plij ar pezh ez an da c'houlenn diganit. Hag ar vaouez a respontas: Ra gomzo ar roue va aotrou. 19 Ar roue a lavaras: Ha n'eo ket Joab a ra dit ober kement-mañ? Ar vaouez a respontas o lavarout: Da ene a zo bev, o roue va aotrou! N'oufen treiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Rak da servijer Joab eo en deus roet urzhioù din, hag en deus lakaet e genoù da servijerez an holl gomzoù-mañ. 20 Da servijer Joab eo en deus graet din reiñ an doare-mañ da'm frezeg. Met va aotrou a zo fur evel un ael a-berzh Doue, evit gouzout kement a c'hoarvez er vro. 21 Neuze e lavaras ar roue da Joab: Setu bremañ, te eo ec'h eus renet an afer-mañ. Kae eta, ha laka an den yaouank Absalom da zistreiñ. 22 Joab a gouezhas, e zremm d'an douar, a stouas, hag a vennigas ar roue. Hag e lavaras Joab: Hiziv e oar da servijer en deus kavet gras dirazout, o roue va aotrou, rak ar roue en deus graet ar pezh a c'houlenne e servijer digantañ. 23 Joab a savas eta hag a yeas etrezek Geshur, hag e tegasas Absalom da Jeruzalem. 24 Hag ar roue a lavaras: Ra en em denno d'e di, ha ra chomo hep gwelout va dremm. Hag Absalom en em dennas d'e di hep gwelout dremm ar roue. 25 Ha ne oa den ebet ken kaer hag Absalom en holl Israel, ar pezh a oa brudet bras. Adalek sol e dreid betek lein e benn, e oa dinamm. 26 Pa droc'he e vlev, bep bloaz e troc'he e vlev rak re bounner e oant warnañ, pouez blev e benn a oa daou c'hant sikl, hervez pouez ar roue. 27 Ganet e voe da Absalom tri mab hag ur verc'h, a voe anvet Tamar, hag a oa ur plac'h kaer-meurbet. 28 Absalom a chomas e Jeruzalem daou vloaz leun, hep gwelout dremm ar roue. 29 Hag Absalom a gasas da c'hervel Joab, evit e gas da gavout ar roue, met eñ ne fellas ket dezhañ dont. Gervel a reas anezhañ c'hazh evit an eil gwech, met ne fellas ket dezhañ dont. 30 Neuze e lavaras d'e servijerien: Gwelout a rit park Joab a zo e-kichen va hini. Heiz a zo ennañ; kit ha c'hwezhit an tan ennañ. Ha servijerien Absalom a lakait an tan er park-se. 31 Neuze Joab a savas hag a zeuas da gavout Absalom, hag e lavaras dezhañ: Perak o deus da servijerien lakaet an tan em fark? 32 Absalom a respontas da Joab: Setu, kaset em eus da lavarout dit: Deus amañ, ha me az kaso da gavout ar roue evit ma lavari dezhañ: Perak ez on distroet eus Geshur? Gwelloc'h e vefe din bezañ c'hoazh eno. Bremañ eta, ra welin dremm ar roue; ha ma'z eus drougiezh ennon, em lakaio d'ar marv. 33 Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras dezhañ kement-se. Ar roue a c'halvas Absalom, a zeuas da gavout ar roue, hag a stouas e zremm d'an douar dirak ar roue. Hag ar roue a bokas da Absalom. |