2 Samuel 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 1 Goude kement-se e c'hoarvezas m'en doa Absalom mab David ur c'hoar a oa kaer hag a oa anvet Tamar. Amnon mab David a garas anezhi. 2 Amnon a oa trubuilhet betek bezañ klañv en abeg da Damar e c'hoar, hag hi a oa gwerc'h. Hag e seblante re ziaes da Amnon kaout tra ebet diouti. 3 Amnon en doa ur mignon anvet Jonadab mab Shimea, breur David. Ha Jonodab a oa ur paotr fin bras. 4 Lavarout a reas dezhañ: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklêri ket din? Amnon a lavaras dezhañ: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom. 5 Jonadab a lavaras dezhañ: Gourvez war da wele evel ma vefes klañv, ha pa zeuio da dad da welout ac'hanout, e lavari dezhañ: Mar plij, ra zeuio va c'hoar Tamar da reiñ din da zebriñ, ra ficho dirazon ur meuz bennak, evit ma en gwelin ha ma tebrin eus he dorn. 6 Amnon eta a c'hourvezas evel ma vefe klañv, hag ar roue a zeuas d'e welout. Amnon a lavaras d'ar roue: Mar plij, ra zeuio va c'hoar Tamar d'ober din div wastell dirazon, evit ma tebrin anezho eus he dorn. 7 David a gasas da lavarout da Damar en he zi: Kae da di da vreur Amnon, ha fich dezhañ un dra bennak da zebriñ. 8 Tamar a yeas da di Amnon he breur a oa gourvezet. Kemer a reas toaz hag e veras anezhañ, hag e reas dirazañ div wastell, hag o lakaas da boazhañ. 9 Goude e kemeras ar billig, hag o lakaas dirazañ. Met Amnon ne fellas ket dezhañ debriñ, hag e lavaras: Kasit kuit an holl re a zo em c'hichen. Ha pep hini a yeas kuit. 10 Hag Amnon a lavaras da Damar: Degas din er gambr ar pezh ac'h eus fichet, evit ma en debrin eus da zorn. Tamar a gemeras ar gwastelloù he doa graet, hag o degasas da Amnon he breur er gambr. 11 Hag o c'hinnigas dezhañ da zebriñ, met eñ a grogas enni hag a lavaras dezhi: Deus, kousk ganin, va c'hoar! 12 Hi a respontas dezhañ: Nann va breur, na'm gwall ket! Ne vez ket graet-se en Israel. Na ra ket an euzhusted-se. 13 Ha me, da belec'h ez in da gas va dismegañs? Ha te a vo evel un den diskiant en Israel. Bremañ eta, mar plij, komz ouzh ar roue, ha ne harzo ket ouzhit da'm c'haout. 14 Met ne fellas ket dezhañ selaou outi, hag e voe kreñvoc’h egeti. Hag he gwallas hag e kouskas ganti. 15 Goude Amnon en doe kasoni outi, hag ar gasoni en doe outi a voe brasoc'h eget ar garantez en doa bet eviti. Hag Amnon a lavaras dezhi: Sav ha kae kuit! 16 Hi a lavaras dezhañ: Na ra ket din an droug-se da'm c'has kuit, brasoc'h eo eget egile ac'h eus graet din. Met ne fellas ket dezhañ selaou outi. 17 Hag e c'halvas ar mevel a servije anezhañ hag e lavaras: Ra vo kaset ar vaouez-se pell diouzhin, ra vo lakaet er-maez, ha serr an nor war he lerc'h! 18 Gwisket e oa gant ur sae lieslivek, rak merc'hed gwerc'h ar roue a veze gwisket evel-se. An hini a servije Amnon he lakaas eta er-maez, hag a serras an nor war he lerc'h. 19 Neuze Tamar a gemeras ludu war he fenn, hag a rogas he sae lieslivek a oa warni; lakaat a reas he dorn war he fenn, hag ez eas kuit en ur c'harmiñ. 20 He breur Absalom a lavaras dezhi: Daoust hag edo ganit Amnon da vreur? Bremañ va c'hoar, ro peoc'h, da vreur eo. Na garg ket da galon gant kement-mañ. Evel-se e chomas Tamar glac'haret e ti Absalom he breur. 21 Ar roue David a ouezas an holl draoù-mañ, hag e fuloras meurbet. 22 Absalom ne gomze na fall na mat ouzh Amnon, met Absalom a gasae Amnon dre m'en doa gwallet Tamar e c'hoar. 23 Daou vloaz goude, e c'hoarvezas m'en doa Absalom an douzerien e Baal-Hazor, e-kichen Efraim. Hag Absalom a bedas holl vibien ar roue. 24 Absalom a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Setu, emañ an douzerien gant da servijer, da bediñ a ran, ra zeuio ar roue gant e servijerien da di da servijer. 25 Met ar roue a lavaras da Absalom: Nann va mab, nann, ned aimp ket holl, gant aon na vevemp ur bec'h dit. Petra bennak ma talc'has start warnañ, ne fellas ket dezhañ mont. Hag e vennigas anezhañ. 26 Absalom a lavaras: Ma ne zeuez ket, mar plij, ra zeuio va breur Amnon ganeomp. Hag ar roue a respontas: Perak ez afe ganit? 27 Met Absalom a zalc'has warnañ, hag e lezas Amnon hag holl vibien ar roue da vont gantañ. 28 Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eñ. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreñv ha kalonek. 29 Servijerien Absalom a reas da Amnon evel m'en doa gourc'hemennet Absalom. Neuze holl vibien ar roue a savas hag a bignas pep hini war e vulez, hag e tec'hjont. 30 Hag evel ma oant war an hent, e teuas betek David ar c'heloù m'en doa Absalom lazhet holl vibien ar roue, ha na oa manet hini anezho. 31 Ar roue a savas, a rogas e zilhad, hag a c'hourvezas war an douar. Hag e holl servijerien ivez en em zalc'he eno gant o dilhad roget. 32 Jonadab mab Shimea, breur David, a gomzas o lavarout: Ra chomo hep lavarout va aotrou eo lazhet an holl dud yaouank, mibien ar roue, rak Amnon hepken a zo marv. Kement-se a oa divizet gant Absalom abaoe an deiz m'en doa Amnon gwallet e c'hoar Tamar. 33 Bremañ eta ra chomo ar roue hep kargañ re e galon gant kement-mañ o lavarout: Holl vibien ar roue a zo marv, rak Amnon hepken a zo marv. 34 Hag Absalom a dec'has kuit. An den yaouank a oa gedour a savas e zaoulagad hag a sellas: setu tud e-leizh a oa o tont war an hent a-dreñv dezhañ, war gostez ar menez. 35 Jonadab a lavaras d'ar roue: Setu, dont a ra en-dro mibien ar roue; an dra a zo evel m'en deus lavaret da servijer. 36 Evel ma echue da gomz, e voe gwelet mibien ar roue oc'h erruout, hag e savjont o mouezh hag e c'harmjont. Ar roue ivez hag e holl servijerien a ouelas dourek. 37 Met Absalom a dec'has hag en em dennas da di Talmai mab Amihud, roue Geshur. Ha David a ouele bemdez war e vab. 38 Absalom a dec'has hag a yeas betek Geshur, e-lec'h ma chomas tri bloaz 39 Hag ar roue David a baouezas da redek war-lerc'h Absalom, dre ma oa frealzet eus marv Amnon. |