Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12

1 An AOTROU a gasas Natan da gavout David, hag e teuas d'e gavout hag e lavaras dezhañ: Bez' e oa daou zen en ur gêr, unan pinvidik hag egile paour.

2 An hini pinvidik en doa ejened ha deñved e-leizh.

3 Met an hini paour n'en doa netra, nemet un dañvadez vihan en doa prenet ha bevet, hag he doa kresket en e di gant e vibien. Debriñ a rae eus e voued, evañ a rae eus e gib, hag e kouske war e vruched, hag e oa evel ur verc'h evitañ.

4 Hag e teuas ur beajour da di an den pinvidik, hag hemañ a espernas e ejened hag e zeñved, ha n'aozas ket unan anezho evit ar beajour a oa deuet d'e di. Met kemer a reas dañvadez an den paour, hag ec'h aozas anezhi evit an den a oa deuet d'e di.

5 Neuze fulor David en em danas a-enep an den-se. Hag e lavaras da Natan: An AOTROU a zo bev! An den en deus graet kement-se a zo din a varv.

6 Hag evit un dañvadez, e roio peder, peogwir en deus graet-se ha peogwir eo bet didruez.

7 Neuze e lavaras Natan da Zavid: Te eo an den-se! Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Da olevet em eus da roue war Israel, ha da zieubet em eus eus dorn Saül,

8 roet em eus zoken dit ti da aotrou, ha gwragez da aotrou war da vruched, hag em eus roet dit ti Israel ha Juda, ha ma vije nebeut, em bije roet dit tra pe dra.

9 Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.

10 Ha bremañ ar c'hleze ne bellaio biken diouzh da di, dre ma ec'h eus disprizet ac'hanon, ha ma ec'h eus kemeret gwreg Uri an Hitit evit ma vefe da wreg.

11 Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol.

12 Rak graet ec'h eus e kuzh, met me a raio an dra-mañ dirak holl ha dirak an heol.

13 Neuze e lavaras David da Natan: Pec'het em eus dirak an AOTROU! Hag e lavaras Natan da Zavid: An AOTROU en deus pellaet da bec'hed, ne varvi ket,

14 koulskoude, dre ma ec'h eus roet da enebourien an AOTROU lec'h da vallozhiñ gant an dra-se, ar mab a zo bet ganet dit a varvo a-dra-sur.

15 Ha Natan a zistroas d'e di. Hag an AOTROU a skoas war ar bugel he doa ganet gwreg Uri da Zavid, hag e teuas da vezañ gwall-glañv.

16 David a bedas Doue evit ar bugel, David a yunas, hag ez eas da dremen an noz gourvezet war an douar.

17 Henaourien e di a savas hag a zeuas d'e gavout, evit ober dezhañ sevel diwar an douar. Met ne fellas ket dezhañ, ha ne zebras ket ganto.

18 Ha d'ar seizhvet deiz e varvas ar bugel, ha servijerien David o doa aon da reiñ da c'houzout dezhañ e oa marvet ar bugel, rak lavarout a raent: Setu, pa oa ar bugel bev, hon eus komzet outañ ha n'en deus ket selaouet ouzh hor mouezh. Penaos eta e lavarimp dezhañ ez eo marvet ar bugel? Ober a raio gwashoc'h c'hoazh.

19 Met David a welas e komze goustadik e servijerien, hag e komprenas e oa marv ar bugel. David a lavaras d'e servijerien: Marv eo ar bugel? Hag e respontjont: Marv eo.

20 Neuze David a savas diwar an douar, hag en em walc'has, en em olevas hag e cheñchas e zilhad; hag ez eas e ti an AOTROU, hag e stouas. Goude e tistroas d'e di, hag e c'houlennas boued a voe kinniget dezhañ, hag e tebras.

21 E servijerien a lavaras dezhañ: Petra eta a rez? Yunet ha gouelet ec'h eus abalamour d'ar bugel pa oa c'hoazh bev, ha pa'z eo marv ar bugel e savez hag e tebrez boued?

22 Hag e lavaras: Pa oa c'hoazh bev ar bugel, yunet ha gouelet em eus, rak lavarout a raen: Piv a oar ha n'en devo ket an AOTROU truez ouzhin, ha ne vevo ket ar bugel?

23 Met bremañ pa'z eo marv, perak e yunfen? Hag-eñ e c'hellfen ober dezhañ distreiñ? Me a yelo war e lerc'h, met eñ ne zistroio ket etrezek ennon.

24 David a frealzas e wreg Bat-Sheba, hag e teuas d'he c'havout, hag e kouskas ganti. Genel a reas ur mab a voe anvet Salomon. An AOTROU a garas anezhañ,

25 hag a gasas ar profed Natan, a roas dezhañ an anv a Jedidia, abalamour d'an AOTROU.

26 Ha Joab a rae brezel a-enep Rabba, eus mibien Ammon, hag e tapas ar gêr roueel.

27 Joab a gasas kannaded da Zavid evit lavarout dezhañ: Stourmet em eus a-enep Rabba, ha tapet em eus kêr an doureier.

28 Dastum bremañ an nemorant eus ar bobl, ha kamp a-enep kêr ha kemer anezhi, gant aon na gemerfen kêr ha na vefe anvet eus va anv.

29 David a zastumas an holl bobl hag a gerzhas a-enep Rabba, hag he filas hag he zapas.

30 Kemer a reas kurunenn o roue diwar e benn, hag e poueze un talant aour, hag e oa enni mein prizius. Lakaet e voe war benn David, a gasas gantañ eus kêr un diwisk bras-meurbet.

31 Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hañ gant heskennoù, ogedoù-houarn ha bouc'hili-houarn, hag e reas dezho labourat d'ar forn-vrikennoù. Ober a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.

Lean sinn:



Sanasan