Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11

1 Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantañ e servijerien hag holl Israel, da zistrujañ bro mibien Ammon ha da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.

2 D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.

3 David a gasas da c'houlenn piv e oa ar vaouez-se, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Bat-Sheba merc'h Eliam, gwreg Uri an Hitit?

4 David a gasas kannaded d'he c'herc'hat dezhañ, ha dont a reas d'e gavout. Hag e kouskas ganti. Hag hi en em c'hlanaas eus he dic'hlanded, hag e tistroas d'he zi.

5 Ar vaouez-mañ a goñsevas, hag e kasas d'henn diskleriañ da Zavid o lavarout: Brazez on.

6 Neuze David a gasas da lavarout da Joab: Kas din Uri an Hitit. Joab a gasas Uri da gavout David.

7 Uri a zeuas d'e gavout, ha David reas goulennoù outañ diwar-benn stad Joab, stad ar bobl, ha stad ar brezel.

8 Ha David a lavaras da Uri: Diskenn da'z ti ha gwalc'h da dreid. Uri a yeas eta er-maez eus ti ar roue, hag e voe roet dezhañ ur prof a-berzh ar roue.

9 Met Uri a gouskas e-tal dor ti ar roue, gant holl servijerien e aotrou, ha ne ziskennas ket d'e di.

10 Kement-se a voe disklêriet da Zavid o lavarout: Uri n'eo ket diskennet d'e di. Ha David a lavaras da Uri: Ha ne zeuez ket eus ur veaj? Perak n'out ket diskennet da'z ti?

11 Uri a respontas da Zavid: An arc'h, hag Israel ha Juda, a zo o chom dindan teltennoù; va aotrou Joab ivez ha servijerien va aotrou a gamp er parkeier, hag ez afen da'm zi, evit debriñ hag evañ ha kousket gant va gwreg? Te a zo bev, ha da ene a zo bev, ne rin ket un hevelep tra!

12 David a lavaras da Uri: Chom c'hoazh hiziv amañ, ha warc'hoazh ez kasin kuit. Uri a chomas eta e Jeruzalem an deiz-se hag an deiz war-lerc'h.

13 Ha David a c'halvas anezhañ, hag e tebras hag ec'h evas dirazañ, hag en mezvas, met d'abardaez ez eas da gousket en e wele gant servijerien e vestr, ha ne ziskennas ket d'e di.

14 Ha diouzh ar beure, an deiz war-lerc'h, e skrivas David ul lizher da Joab, a gasas dre zaouarn Uri.

15 Ha setu ar pezh a skrivas el lizher: Lakait Uri el lec'h ma vo an emgann en e greñvañ, ha pellait dioutañ, evit ma vo skoet ha ma varvo.

16 Joab eta, o vezañ eveshaet ouzh kêr, a lakaas Uri el lec'h ma ouie e vefe an dud kadarnañ.

17 Tud kêr a zeuas er-maez hag a stourmas a-enep Joab, ha kalz a dud a gouezhas e-touez servijerien David. Uri an Hitit a varvas ivez.

18 Goude e kasas Joab da lavarout da Zavid kement a oa c'hoarvezet en emgann.

19 Hag e roas an urzh-mañ d'ar c'hannad: Pa ez po echu da gomz ouzh ar roue eus kement tra a zo c'hoarvezet en emgann,

20 marteze e fuloro ar roue en ur lavarout dit: Perak oc'h en em dostaet ouzh kêr d'ober brezel? Ha n'ouzoc'h ket e tenner diwar ar voger?

21 Piv en deus lazhet Abimelek mab Jerubbeshed? Ha ne oa ket ur vaouez a daolas warnañ ur maen milin diwar krec'h ar voger, hag e varvas e Tebez? Perak hoc'h eus tostaet ouzh ar voger? Neuze e lavari dezhañ: Da servijer Uri an Hitit a zo marvet ivez.

22 Ar c'hannad eta a yeas, hag o vezañ erruet e roas da anavezout da Zavid an holl draoù en doa e gaset Joab evito.

23 Ar c'hannad a lavaras da Zavid: An dud-se a zo en em ziskouezet kreñvoc'h egedomp, hag a zo deuet a-enep deomp war ar maez, met o bountet hon eus betek toull dor kêr.

24 Ar waregerien o deus tennet war da servijerien diwar krec'h ar voger, hag ez eus servijerien ar roue hag a zo marvet; da servijer Uri an Hitit a zo marv ivez.

25 David a lavaras d'ar c'hannad: Evel-henn e lavari da Joab: Na vez ket chalet gant-se, rak ar c'hleze a zebr a-wechoù unan, a-wechoù egile. Kresk ar brezel a-enep kêr, ha distruj anezhi. Ha te, kennerzh anezhañ!

26 Gwreg Uri a ouezas e oa marvet Uri, hag e reas kañv war he fried.

27 Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan