Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Samuel 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Goude marv Saül, David a zistroas eus an trec'h war an Amalekited, hag e chomas daou zevezh e Ziklag.

2 D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezañ deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.

3 David a lavaras dezhañ: A-belec'h e teuez? Hag e respontas dezhañ: Tec'het on diouzh kamp Israel.

4 David a lavaras dezhañ: Petra a zo c'hoarvezet? Lavar din. Hag e respontas: Ar bobl a zo tec'het diouzh an emgann, hag un niver bras zoken a zo kouezhet marv. Saül ivez ha Jonatan e vab a zo marvet.

5 Ha David a lavaras d'an den yaouank a gelaoue anezhañ: Penaos ec'h ouzout eo marvet Saül ha Jonatan e vab?

6 An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.

7 O sellout a-dreñv dezhañ, em gwelas hag em galvas. Hag e respontis: Setu-me amañ.

8 Hag e lavaras din: Piv out? Hag e respontis dezhañ: Me 'zo Amalekit.

9 Neuze e lavaras din: Tosta ouzhin, ha va laka d'ar marv, rak en un enkrez bras on, ha va holl vuhez a zo c'hoazh ennon.

10 Tostaet em eus eta outañ, hag e lakaet em eus d'ar marv, peogwir e ouien ne vevje ket goude bezañ kouezhet evel-se. Neuze em eus kemeret ar gurunenn a oa war e benn hag an dro-vrec'h a oa ouzh e vrec'h, hag em eus o degaset amañ da'm aotrou.

11 Neuze David a gemeras e zilhad hag o rogas. An holl dud a oa gantañ a reas heñvel.

12 Hag e voent er c'hañv, hag e oueljont, hag e yunjont betek an noz abalamour da Saül ha da Jonatan e vab, ha da bobl an AOTROU, ha da di Israel, dre ma oant kouezhet dre ar c'hleze.

13 Ha David a lavaras d'an den yaouank a gelaoue anezhañ: A-belec'h ez out? Hag e respontas: Mab un diavaeziad, un Amalekit, ez on.

14 David a lavaras dezhañ: Penaos ne'c'h eus ket bet aon da gas da zorn da lazhañ olevad an AOTROU?

15 Neuze David a c'halvas unan eus e dud yaouank hag a lavaras dezhañ: Tosta ha sko warnañ! E skeiñ a reas hag e varvas.

16 David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.

17 Neuze e reas David ar werz-mañ war Saül ha war Jonatan e vab,

18 hag e c'hourc'hemennas he deskiñ da vibien Juda. Gwerz ar Wareg eo; setu emañ skrivet e Levr ar Gwirion:

19 Begenn Israel a zo bet mouget war da uhelennoù! Penaos eo kouezhet an dud kadarn?

20 N'it ket d'henn lavarout e Gad, n'henn disklêriit ket war leur-gêr Askelon, gant aon na vefe laouen merc'hed ar Filistined, gant aon na dridfe merc'hed an diamdroc'hidi.

21 Menezioù Gilboa, ra chomo ar glizh hag ar glav hep kouezhañ warnoc'h, hag ar parkeier hep kinnig profoù, rak aze eo bet taolet skoed an dud kadarn, ha skoed Saül, evel ma ne vije ket bet olevet gant eoul.

22 Gwareg Jonatan ne zistroe gwech ebet hep bezañ livet gant gwad ar c'hloazidi ha lard ar re greñv, ha kleze Saül na zistroe ket dinerzh.

23 Saül ha Jonatan, hegarat ha plijus en o buhez, n'int ket bet disrannet en o marv. Skañvoc'h e oant eget an erered, ha nerzhusoc'h eget al leoned.

24 Merc'hed Israel, gouelit war Saül, eñ hag ho kwiske a ruz-moug en dudi, hag ho lakae da zougen bravigoù aour war ho tilhad.

25 Penaos eo kouezhet an dud kadarn e-kreiz an emgann? Penaos eo bet lazhet Jonatan war an uhelennoù?

26 Jonatan va breur, er glac'har on abalamour dit. Ober a raes va flijadur, burzhudus e oa da garantez evidon, brasoc'h eget karantez ar merc'hed.

27 Penaos eo kouezhet an dud kadarn? Penaos eo bet kollet armoù ar brezel?

Lean sinn:



Sanasan