Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.

2 Pa vi erru eno, sell e-lec'h ma vo Jehu mab Jozafad mab Nimshi. Goude, kae d'ober dezhañ sevel e-touez e vreudeur, ha laka anezhañ da vont en ur gambr kuzhet.

3 Kemer a ri ar vuredad eoul, a skuilhi war e benn en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviñ a ran da roue war Israel! Goude e tigori an nor hag e tec'hi hep gortoz.

4 Evel-se, an den yaouank-se, servijer ar profed, a yeas da Ramod-Galaad.

5 Pa voe erru eno, pennoù an arme a oa azezet, hag e lavaras: Me am eus da gomz ouzhit, kabiten! Ha Jehu a lavaras: Da behini ac'hanomp-holl? Hag e lavaras: Dit-te kabiten!

6 Jehu a savas hag a yeas en ti. An den yaouank a skuilhas eoul war e benn hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviñ a ran da roue war bobl an AOTROU, war Israel.

7 Skeiñ a ri war di Akab da aotrou, hag e veñjin war Jezabel gwad va servijerien ar brofeded, ha gwad holl servijerien an AOTROU.

8 Holl di Akab a vo distrujet, ha me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.

9 Hag e lakain ti Akab evel ti Jeroboam mab Nebad, hag evel ti Baesha mab Akija.

10 Ar chas a zebro Jezabel war zouaroù Jizreel, ha ne vo den da sebeliañ anezhi. Hag e tigoras an nor, hag e tec'has.

11 Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.

12 Met lavarout a rejont: N'eo ket! Disklêr-se deomp bremañ! Hag e lavaras: Komzet en deus ouzhin evel-mañ hag evel-hont, o lavarout: Da oleviñ a ran da roue war Israel.

13 Neuze e kemerjont a-hast pep hini e wiskamant, a lakajont dindanañ war uhel an diri, ha seniñ a rejont ar shofar en ur lavarout: Jehu a zo roue!

14 Evel-se, Jehu mab Jozafad mab Nimshi a iriennas a-enep Joram. Joram a ziwalle Ramod-Galaad, eñ hag holl Israel, a-enep Hazael roue Siria.

15 Ar roue Joram a oa distroet evit pareañ e Jizreel eus ar goulioù o doa graet dezhañ ar Siriz, pa stourme a-enep Hazael roue Siria. Jehu a lavaras: Mar kavit mat, ra ned aio den eus kêr da gas ar c'heloù da Jizreel.

16 Ha Jehu a bignas war e garr hag a yeas da Jizreel, rak Joram a oa en e wele eno, hag Akazia roue Juda a oa diskennet eno evit gwelout Joram.

17 Ar gward a oa war an tour e Jizreel a welas strollad Jehu o tont, hag e lavaras: Gwelout a ran ur strollad. Joram a lavaras: Kemer ur marc'heger, ha kas-eñ en arbenn dezho, ha ra lavaro: Evit ar peoc'h eo?

18 Ar marc'heger a yeas en arbenn dezhañ hag a lavaras: Evel-henn e lavar ar roue: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Petra ac'h eus d'ober gant ar peoc'h? Tremen a-dreñv din! Ar gward a roas keloù o lavarout: Ar c'hannad a zo aet betek enno, ha ne zistro ket.

19 Kaset e voe ur marc'heger all, a yeas daveto hag a lavaras: Evel-henn e lavar ar roue: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Petra ac'h eus d'ober gant ar peoc'h? Tremen a-dreñv din!

20 Ar gward a roas keloù o lavarout: Aet eo betek enno, ha ne zistro ket. An doare da vleinañ a zo heñvel ouzh hini Jehu mab Nimshi, rak bleinañ a ra gant buander.

21 Neuze e lavaras Joram: Stag! Hag e voe staget e garr. Joram roue Israel a yeas er-maez gant Akazia roue Juda, pep hini en e garr, hag ez ejont etrezek Jehu, da gejañ gantañ e park Nabod eus Jizreel.

22 Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?

23 Neuze Joram a droas brid hag a dec'has, hag e lavaras da Akazia: Trubardet omp, Akazia!

24 Jehu a grogas en e wareg hag a skoas ouzh Joram etre e zivskoaz, e doare ma treuzas ar bir e galon dezhañ, hag e kouezhas war e zaoulin en e garr.

25 Jehu a lavaras da Vidkar e eiler: Kemer-eñ ha taol-eñ e park Nabod eus Jizreel. Rak az pez soñj, pa oamp war varc'h me ha te, an eil e-kichen egile war-lerc'h Akab e dad, an AOTROU a zisklêrias a-enep dezhañ ar c'homzoù-mañ:

26 Dec'h em eus gwelet gwad Nabod ha gwad e vibien, eme an AOTROU, met me en rento dit er park-se, eme an AOTROU. Setu perak, kemer-eñ ha taol-eñ er park-se, hervez komz an AOTROU.

27 Akazia roue Juda a welas kement-se, hag e tec'has dre hent ti al liorzh. Met Jehu a redas war e lerc'h hag a lavaras: Skoit warnañ ivez en e garr! Hag e c'hoarvezas kement-se e savenn Gur e-kichen Jibleam. Akazia a dec'has da Vegiddo, hag e varvas eno.

28 E servijerien a zezougas anezhañ war ur c'harr da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez gant e dadoù e kêr David.

29 En unnekvet bloaz eus Joram mab Akab, e oa deuet Akazia da roue war Juda.

30 Jehu a zeuas da Jizreel. Jezabel, o vezañ klevet kement-se, a livas he dremm hag a ginklas he fenn, hag en em lakaas ouzh ar prenestr.

31 Evel ma tremene Jehu dre an nor, hi a lavaras: Evit ar peoc'h eo Zimri, a lazhas e vestr?

32 Hag e savas e zremm etrezek ar prenestr, hag e lavaras: Piv a zo ganin? Piv? Daou pe tri spazhad a sellas outañ.

33 Hag e lavaras: Taolit-hi d'an traoñ! Hag e taoljont anezhi, e doare ma strinkas eus he gwad ouzh ar voger hag ouzh ar c'hezeg. Hag e vac'has anezhi.

34 O vezañ aet e-barzh, e tebras hag ec'h evas, hag e lavaras: Kit da welout bremañ ar villigadenn-se, ha sebeilhit-hi, rak merc'h ur roue eo.

35 Mont a rejont eta evit he sebeliañ, met ne gavjont diouti nemet ar c'hlopenn, an treid ha palvoù an daouarn.

36 O vezañ distroet, en disklêrjont dezhañ. Hag e lavaras: Ar gomz eo, en doa disklêriet an AOTROU dre e servijer Elia an Tishbiad, o lavarout: War zouaroù Jizreel ar chas a zebro kig Jezabel,

37 ha korf Jezabel a vo evel teil war ar parkeier eus douaroù Jizreel, e doare ma ne c'hello den lavarout: Amañ emañ Jezabel.

Lean sinn:



Sanasan