2 Rouned 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 Elizea en doa komzet ouzh ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, o lavarout: Sav ha kae, te ha da diegezh, da chom el lec'h ma c'helli, rak an AOTROU en deus galvet an naonegezh, ha dont a ra war ar vro evit seizh vloaz. 2 Ar vaouez-mañ eta, o vezañ savet, en doa graet hervez komz den Doue. Aet e oa, hi hag he ziegezh, da chom seizh vloaz e bro ar Filistined. 3 Hag a-benn ar seizh vloaz e tistroas ar vaouez eus bro ar Filistined, hag e teuas da bediñ ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier. 4 Ar roue a gomze ouzh Gehazi servijer den Doue, o lavarout dezhañ: Disklêr din an holl draoù bras en deus graet Elizea. 5 Evel ma tisklêrie d'ar roue penaos en doa adroet ar vuhez da unan marv, setu ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, a zeuas da bediñ ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier. Gehazi a lavaras: O roue va aotrou, setu amañ ar vaouez, ha setu amañ he mab, en doa adroet Elizea e vuhez dezhañ! 6 Neuze ar roue a reas goulennoù digant ar vaouez, hag hi a zisklêrias an traoù dezhañ. Ar roue a roas ur spazhad dezhi, en ur lavarout: Gra resteurel dezhi kement a zo dezhi, gant holl leveoù he farkeier abaoe an deiz ma he deus kuitaet ar vro betek bremañ. 7 Elizea a yeas da Zamask. Ben-Hadad roue Siria a oa gwall glañv, hag e voe lavaret dezhañ: Den Doue a zo deuet betek amañ. 8 Ar roue a lavaras da Hazael: Kemer ur prof ez torn ha kae da gavout den Doue, ha goulenn kuzul drezañ digant an AOTROU, o lavarout: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleñved-mañ? 9 Hazael a yeas d'e gavout, o vezañ kemeret gantañ profoù, eus ar re wellañ a oa e Damask, bec'h daou-ugent kañval. Dont a reas eta da gavout Elizea, hag e lavaras dezhañ: Da vab Ben-Hadad roue Siria en deus va degaset da'z kavout evit lavarout dit: Hag ec'h adsavin eus ar c'hleñved-mañ? 10 Elizea a respontas dezhañ: Kae ha lavar dezhañ: A-dra-sur ec'h adsavi! Met an AOTROU en deus diskouezet din e varvo. 11 Goude-se den Doue a sellas mat outañ ha pell, hag a ouelas. 12 Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed. 13 Hazael a lavaras: Met piv eo da servijer, ha n'eo nemet ur c'hi, evit ober traoù ken bras? Elizea a respontas: An AOTROU en deus diskouezet din e vi roue eus Siria. 14 Hazael a yeas diouzh Elizea hag a zeuas da gavout e vestr, a lavaras dezhañ: Petra en deus lavaret Elizea dit? Respont a reas: Lavaret en deus din: A-dra-sur ec'h adsavi! 15 Met an deiz war-lerc'h e kemeras ur pallenn a soubas en dour hag a astennas war e zremm, hag e varvas. Hag Hazael a renas en e lec'h. 16 Er pempvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, Jozafad o vezañ bet roue Juda, e teuas Joram mab Jozafad da roue war Juda. 17 Daou vloaz ha tregont e oa pa zeuas da roue, hag e renas eizh vloaz e Jeruzalem. 18 Kerzhout a reas war hent rouaned Israel, evel m'en doa graet ti Akab, rak merc'h Akab en doa da wreg. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU. 19 Koulskoude an AOTROU ne fellas ket dezhañ distrujañ Juda, abalamour da Zavid e servijer, rak lavaret en doa dezhañ e roje dezhañ ul lamp e-touez e vibien da viken. 20 En e amzer, en em savas Edom a-enep mestroniezh Juda, hag e lakajont warno ur roue. 21 Joram a yeas da Zair gant e holl girri. Sevel a reas en noz, hag e skoas war an Edomiz a gelc'hie anezhañ ha war bennoù ar c'hirri, hag ar bobl a dec'has d'o zeltennoù. 22 Koulskoude an Edomiz a zo bet disent ouzh Juda betek hiziv. En hevelep amzer, Libna ivez en em savas. 23 Diwar-benn nemorant oberoù Joram ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 24 Joram a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h. 25 En daouzekvet bloaz eus Joram mab Akab roue Israel, e teuas da roue Akazia mab Joram roue Juda. 26 Daou vloaz warn-ugent e oa Akazia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Atalia merc'h Omri roue Israel. 27 Kerzhet en deus war hent ti Akab en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel ti Akab, rak kar e oa da di Akab. 28 Mont a reas gant Joram mab Akab d'ober brezel a-enep Hazael roue Siria e Ramod-Galaad. Ar Siriz a c'hloazas Joram. 29 Ar roue Joram a zistroas evit pareañ e Jizreel eus ar goulioù o doa graet dezhañ ar Siriz e Rama, pa stourme a-enep Hazael roue Siria. Akazia mab Joram roue Juda a ziskennas da welout Joram mab Akab e Jizreel, dre ma oa klañv. |