2 Rouned 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 Elizea a lavaras: Selaouit komz an AOTROU: Evel-henn e komz an AOTROU: Warc'hoazh d'an eur-mañ, ur sea flour bleud a vo evit ur sikl, ha daou sea heiz evit ur sikl, e-tal dor Samaria. 2 An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto. 3 Bez' e oa ouzh dor kêr pevar den lovr, a lavarjont an eil d'egile: Perak e chomfemp amañ betek ma varvimp? 4 Mar lavaromp: Deomp e kêr, an naonegezh a zo e kêr hag e varvimp eno. Mar chomomp amañ, e varvimp ivez. Deuit eta hag e ruzimp e kamp ar Siriz. Mar hol lezont da vevañ, e vevimp, ha mar hol lakaont d'ar marv, e varvimp. 5 E deroù an noz e savjont evit mont da gamp ar Siriz, hag e teujont betek penn kamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno. 6 Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp. 7 Hag e oant savet ha tec'het kuit e deroù an noz, hag o doa lezet o zeltennoù, o c'hezeg, o ezen, hag ar c'hamp evel ma oa, hag e oant tec'het kuit evit saveteiñ o buhez. 8 Al lovreien-mañ a zeuas eta da benn ar c'hamp, a yeas en un deltenn, a zebras, a evas, a gemeras arc'hant, aour ha dilhad, hag a yeas d'o c'huzhat. Goude-se e teujont adarre hag ez ejont d'un deltenn all, hag eno ivez e kemerjont traoù, hag ez ejont d'o c'huzhat. 9 Neuze e lavarjont an eil d'egile: Ne reomp ket brav. An deiz-mañ a zo un deiz a geloù mat, hag e chomomp dilavar! Mar gortozomp betek ma vo deuet an deiz, an direizhder hon tapo. Deuit bremañ, deomp da zisklêriañ ar c'heloù-se da di ar roue. 10 Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kêr evit disklêriañ ar c'heloù-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoù evel ma oant. 11 Neuze ar borzhierien a grias hag a zisklêrias ar c'heloù-se da di ar roue en diabarzh. 12 Ar roue a savas en noz hag a lavaras d'e servijerien: Setu ar pezh o deus graet ar Siriz deomp: gouzout a reont ez omp marnaoniet, hag ez int aet kuit eus ar c'hamp da guzhat er maezioù en ur lavarout: Pa vint deuet er-maez eus kêr, e tapimp anezho bev hag ez aimp e kêr. 13 Unan eus e servijerien a lavaras: Ra vo kemeret pemp eus ar c'hezeg a zo manet a nemorant, setu emaint evel holl engroez Israel a zo manet, ya evel holl engroez Israel a zo bet kuzumet. Kasomp da welout. 14 Kemer a rejont eta daou garr gant o c'hezeg, hag ar roue a gasas anezho war-lerc'h arme ar Siriz, hag a lavaras dezho: Kit ha gwelit. 15 Mont a rejont war o lerc'h betek ar Jordan, ha setu, an holl hent a oa goloet a zilhad hag a draoù o doa taolet kuit ar Siriz en o buander. Hag ar gannaded a zistroas da zisklêriañ ar c'heloù-se d'ar roue. 16 Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a breizhas kamp ar Siriz, e doare ma voe ur sea flour bleud evit ur sikl ha daou sea heiz evit ur sikl, hervez komz an AOTROU. 17 Ar roue en doa lakaet an ofiser ma en em harpe war e zorn da ziwall an nor. Ar bobl a frikas anezhañ e-tal an nor, hag e varvas, evel m'en doa lavaret den Doue, pa gomze ouzh ar roue a oa diskennet d'e gavout. 18 P'en doa komzet den Doue ouzh ar roue o lavarout: Warc'hoazh d'an eur-mañ, daou sea heiz a vo evit ur sikl, hag ur sea flour bleud evit ur sikl, e-tal dor Samaria, 19 an ofiser en doa respontet da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Hag Elizea en doa lavaret: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto. 20 Evel-se e c'hoarvezas gantañ: ar bobl a frikas anezhañ e-tal an nor, hag e varvas. |