Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Mibien ar brofeded a lavaras da Elizea: Setu, al lec'h ma'z omp azezet dirazout a zo re enk evidomp.

2 Deomp eta betek ar Jordan, hag e kemerimp ac'hano pep hini un treust, hag e savimp du-hont ur chomlec'h. Eñ a respontas: Kit.

3 Unan anezho a lavaras: Plij ganit, me az ped, dont gant da servijerien. Eñ a respontas: Mont a rin.

4 Mont a reas eta ganto. Hag e teujont d'ar Jordan hag e troc'hjont koad.

5 Met evel ma oa unan o troc'hañ ur pezh koad, an houarn a gouezhas en dour. Hag e krias hag e lavaras: Siwazh va aotrou! Ha c'hoazh e oa amprestet.

6 Ha den Doue a lavaras: Pelec'h eo kouezhet? Hag e tiskouezas dezhañ al lec'h. Elizea a droc'has un tamm koad hag en taolas eno, hag e lakaas an houarn da neuñvial.

7 Hag e lavaras: Krog ennañ. Hag ec'h astennas e zorn, hag e kemeras anezhañ.

8 Roue Siria, oc'h ober brezel a-enep Israel, en em guzulias gant e servijerien o lavarout: Va c'hamp a vo el lec'h-mañ.

9 Ha den Doue a gase da lavarout da roue Israel: Diwall da dremen dre al lec'h-se, rak ar Siriz a zo diskennet eno.

10 Roue Israel a gase etrezek al lec'h m'en doa komzet den Doue diwar e benn ha disklêriet dezhañ, hag e oa war evezh. Kement-se a c'hoarvezas ouzhpenn ur wech ha div.

11 Kalon roue Siria a voe trubuilhet, hag e c'halvas e servijerien, hag e lavaras: Ha ne ziskuliot ket din piv eus hor re a zo evit roue Israel?

12 Unan eus e servijerien a lavaras dezhañ: N'eus hini ebet, o roue va aotrou! Met Elizea, ar profed a zo en Israel, a zisklêr da roue Israel ar c'homzoù a lavarez er gambr ma kouskez.

13 Neuze e lavaras: Kit, gwelit pelec'h emañ, hag e kasin da dapout anezhañ. Hag e voe lavaret dezhañ: Setu, emañ e Dotan.

14 Hag e kasas di kezeg ha kirri, gant un arme vras, a erruas d'an noz hag a gelc'hias kêr.

15 Servijer den Doue a savas mintin mat hag e yeas er-maez. Ha setu, soudarded gant kezeg ha kirri a gelc'hie kêr. E servijer a lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Penaos e raimp?

16 Hag e respontas: Na'z pez ket aon, rak ar re a zo ganeomp a zo niverusoc'h eget ar re a zo ganto.

17 Elizea a bedas hag a lavaras: AOTROU, plij ganit digeriñ e zaoulagad, ma welo. An AOTROU a zigoras daoulagad ar servijer, hag e welas: setu, ar menez a oa leun a gezeg hag a girri tan en-dro da Elizea.

18 Ar Siriz a ziskennas etrezek Elizea, hag hemañ a bedas an AOTROU o lavarout: Plij ganit skeiñ an dud-se a zallentez. Hag e voent skoet a zallentez, hervez komz Elizea.

19 Hag Elizea a lavaras dezho: N'emañ ket amañ an hent ha n'emañ ket amañ kêr. Deuit war va lerc'h, hag e kasin ac'hanoc'h etrezek an den a glaskit. Hag e kasas anezho da Samaria.

20 Pa voent deuet e Samaria, Elizea a lavaras: AOTROU, digor o daoulagad dezho, ma welint. An AOTROU a zigoras o daoulagad, hag e weljont: setu, e oant e-kreiz Samaria.

21 Pa welas anezho roue Israel, e lavaras da Elizea: Va zad, ha skeiñ a rin, ha skeiñ a rin?

22 Hag e respontas: Na skoi ket. Hag e skoez ar re a rez prizonidi gant da gleze ha da wareg? Laka bara ha dour dirazo, ma tebrint ha ma'c'h evint, hag ez aint da gavout o aotrou.

23 Hag e reas chervad dezho, hag e tebrjont hag ec'h evjont, ha goude e kasas anezho hag ez ejont da gavout o aotrou. Ha soudarded Siria ne gendalc'hjont ken da zont da vro Israel.

24 Goude an traoù-se e c'hoarvezas ma tastumas Ben-Hadad roue Siria e holl arme, hag e pignas da sezizañ Samaria.

25 Bez' e voe un naonegezh vras e Samaria, ha setu, e oa sezizet ken tost ma oa gwerzhet ur penn azen pevar-ugent sikl arc'hant, hag ur c'hard eus ur c'hab kaoc'h koulm pemp sikl arc'hant.

26 Evel ma tremene roue Israel war ar voger, ur vaouez a grias dezhañ o lavarout: Sikour-me, o roue va aotrou!

27 Hag e lavaras: Pa ne sikour ket an AOTROU ac'hanout, a-belec'h e sikourin-me ac'hanout? Hag e vefe diouzh al leur pe diouzh ar waskerell?

28 Ar roue a lavaras dezhi ivez: Petra ac'h eus? Hi a lavaras: Ar vaouez-mañ he deus lavaret din: Ro da vab, ha debromp-eñ hiziv, ha warc'hoazh e tebrimp va hini.

29 Hag hon eus lakaet va mab da boazhañ hag e zebret, hag an deiz war-lerc'h em eus lavaret dezhi: Ro da vab hag e tebrimp. Met kuzhet he deus he mab.

30 Pa glevas ar roue komzoù ar vaouez-se, e rogas e zilhad. Tremen a rae neuze war ar voger, hag ar bobl a welas en doa ur sac'h dindan, war e gorf.

31 Ar roue a lavaras: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni, ma chom hiziv e benn war Elizea mab Shafad.

32 Elizea a oa azezet en e di, hag an henaourien a oa azezet gantañ. Ar roue a gasas un den dirazañ. Met a-raok ma voe erru ar c'hannad, Elizea a lavaras d'an henaourien: Ha gwelout a rit penaos mab al lazher-se a zegas un den evit troc'hañ din va fenn? Pa zeuio ar c'hannad, lakait evezh da serriñ an nor ha d'e zerc'hel e-tal an nor. Ha ne glevit ket trouz treid e vestr a zeu war e lerc'h?

33 Evel ma komze c'hoazh, setu, ar c'hannad, o tiskenn d'e gavout, a lavaras: Setu, an droug-mañ a zeu a-berzh an AOTROU. Petra ken am eus da c'hortoz a-berzh an AOTROU?

Lean sinn:



Sanasan