2 Rouned 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Naaman, penn arme roue Siria, a oa un den a-bouez hag enoret e-kichen e aotrou, rak an AOTROU en doa dieubet ar Siriz drezañ. Met an den kadarn ha kalonek-mañ a oa un den lovr. 2 Hogen ur bagad a oa aet er-maez eus Siria, ha degaset o doa ur brizoniadez eus bro Israel, ur plac'h vihan, a oa e servij gwreg Naaman. 3 Lavarout a reas d'he mestrez: Mar befe va aotrou dirak ar profed a zo e Samaria, e parefe anezhañ raktal eus e lorgnez! 4 Hag ez eas eta d'e zisklêriañ d'an aotrou o lavarout: Ar plac'h yaouank eus bro Israel he deus lavaret evel-henn hag evel-hont. 5 Roue Siria a lavaras: Kae! Kae hag e kasin ul lizher da roue Israel. Hag ez eas, en ur gemer en e zorn dek talant arc'hant, c'hwec'h mil pezh aour ha dek dilhad nevez. 6 Hag e teuas da gavout roue Israel gant al lizher, e-lec'h ma oa lavaret: Bremañ, pa en em gavo al lizher-mañ ganit, e ouezi em eus kaset dit Naaman va servijer, evit ma yac'hai anezhañ eus e lorgnez. 7 Adalek ma lennas roue Israel al lizher, e rogas e zilhad hag e lavaras: Hag ez on Doue evit ober mervel pe vevañ, evit ma tegas hemañ etrezek ennon da yac'haat un den eus e lorgnez? Dre-se, gouezit ha gwelit ne glask nemet un digarez a-enep din. 8 Pa ouezas Elizea den Doue, en doa roget roue Israel e zilhad, e kasas da lavarout d'ar roue: Perak ec'h eus roget da zilhad? Ra zeuio bremañ da'm c'havout, hag e ouezo ez eus ur profed en Israel. 9 Naaman a zeuas eta gant e gezeg hag e garr, hag en em zalc'has ouzh dor ti Elizea. 10 Elizea a gasas ur c'hannad da lavarout dezhañ: Kae, en em walc'h seizh gwech er Jordan, ha da gig a zistroio dit hag e vi glan. 11 Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e soñje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg. 12 Ha n'eo ket gwelloc'h stêrioù Damask, an Abana hag ar Parpar, eget holl zoureier Israel? Ha ne c'hellfen en em walc'hiñ enno ha dont da vezañ glan? Evel-se e tistroe, ha droug bras ennañ. 13 Met e servijerien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Va zad, mar en defe ar profed lavaret dit un dra diaes, na'z pefe ket graet? Pegement muioc'h pa lavar dit: En em walc'h hag e vi glan. 14 Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan. 15 Neuze e tistroas da gavout den Doue, gant an holl re a oa gantañ, hag en em zalc'has dirazañ hag e lavaras: Setu ec'h ouzon bremañ n'eus Doue ebet war an douar holl, nemet en Israel. Bremañ mar plij ganit, degemer un donezon a-berzh da servijer. 16 Elizea a respontas: An AOTROU en em zalc'han dirazañ a zo bev! Ne gemerin netra. Naaman a zalc'has anezhañ da gemer, met ne fellas ket dezhañ. 17 Naaman a lavaras: Da bediñ a ran, ra vo roet eus an douar-mañ da'z servijer, ur samm evit daou vul. Da servijer ne raio ken loskaberzh nag aberzh da zoueoù all, nemet d'an AOTROU. 18 Ra fello d'an AOTROU pardoniñ kement-mañ da'z servijer: pa'z aio va mestr da di Rimmon evit stouiñ eno, ha ma en em harpo war va dorn, me a stouo e ti Rimmon. Ra fello d'an AOTROU pardoniñ da'z servijer, pa stouin e ti Rimmon. 19 Elizea a lavaras dezhañ: Kae e peoc'h! Naaman a yeas kuit hag a reas ur pennad hent. 20 Neuze Gehazi, servijer Elizea den Doue, a lavaras: Setu, va mestr en deus espernet Naaman ar Siriad, ha n'en deus ket degemeret eus e zorn ar pezh en doa degaset. An AOTROU a zo bev! Me a redo war e lerc'h, hag em bo un dra bennak digantañ. 21 Gehazi a redas war-lerc'h Naaman. Naaman, o welout e rede war e lerc'h, a ziskennas diwar e garr d'e gavout hag a lavaras: Mont a ra mat pep tra? 22 Hag e respontas: Mont a ra mat pep tra! Va mestr am c'has da lavarout dit: Setu, deuet eo en eur-mañ, eus menez Efraim, daou zen yaouank a-douez mibien ar brofeded. Ro dezho, mar plij, un talant arc'hant ha daou zilhad nevez. 23 Naaman a lavaras: Plij ganit kemer daou dalant. Hag e talc'has anezhañ da gemer, hag e lakaas daou dalant arc'hant e daou sac'h, gant daou zilhad nevez. Hag e roas anezho da zaou servijer, d'o dougen dirak Gehazi. 24 Pa voe deuet d'ar grec'hienn, o c'hemeras eus o daouarn hag o lakaas en ti. Goude e kasas an dud-se a zistroas. 25 Hag e teuas d'en em zerc'hel dirak e vestr. Elizea a lavaras: A-belec'h e teuez, Gehazi? Hag e respontas: Da servijer n'eo aet nag amañ nag aze. 26 Met lavarout a reas dezhañ: Va c'halon, ha ne oa ket aet aze, el lec'h ma tiskennas an den-se diwar e garr da'z kavout? Hag emañ an amzer da gemer arc'hant, da gemer dilhad, gwez-olivez, gwini, deñved, ejened, servijerien ha servijerezed? 27 Lorgnez Naaman a stago ouzhit hag ouzh da lignez da viken. Gehazi a yeas kuit a-zirazañ, gwenn gant al lorgnez evel erc'h. |