2 Rouned 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 25 1 D'an navet bloaz eus e ren, d'an dekvet miz, d'an dekvet eus ar miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e kampjont a-enep dezhi, hag e savjont tosennoù en-dro dezhi. 2 Ha kêr a voe sezizet betek an unnekvet bloaz eus ar roue Sedesia. 3 D'an navet deiz eus ar pevare miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro. 4 Neuze un toull-freuz a voe graet da gêr, hag an holl dud a vrezel a dec'has da noz dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gêr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn. 5 Met arme ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont anezhañ e plaenennoù Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantañ. 6 Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhañ da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e-lec'h ma voe barnet. 7 Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe toullet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoù arem, ha kaset da Vabilon. 8 D'ar seizh eus ar pempvet miz, en naontekvet bloaz eus Nebukadnezar roue Babilon, Nebuzaradan penn ar warded ha servijer roue Babilon a zeuas e-barzh Jeruzalem. 9 Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan. 10 Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras ar mogerioù a oa en-dro da Jeruzalem. 11 Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez. 12 Koulskoude penn ar warded a lezas hiniennoù a-douez ar re baourañ eus ar vro, evel gwinierien ha labourerien-douar. 13 Hag ar Galdeiz a lakaas a-dammoù ar c'holonennoù arem a oa e ti an AOTROU, ar sichennoù hag ar mor arem a oa e ti an AOTROU, hag e kasjont an holl arem ganto da Vabilon. 14 Kemer a rejont ivez ar c'haoterioù, ar palioù, ar mougerigoù, al loaioù, hag an holl listri arem implijet evit ar servij. 15 Penn ar warded a gasas ivez gantañ an ezañsoueroù, an hanafoù, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant. 16 Diwar-benn an div golonenn, ar mor hag ar sichennoù, en doa graet ar roue Salomon evit ti an AOTROU, ne oa ket anavezet pouez arem an holl draoù-se. 17 Diwar-benn ar c'holonennoù, uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad. Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad, war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he roued a oa heñvel. 18 Penn ar warded a gemeras an aberzhour-meur Seraja, an eil-aberzhour Sofonia, ha tri diwaller an treuzoù. 19 Hag eus kêr e kemeras ur spazhad a oa karget eus an dud a vrezel, ha pemp den eus ar re a wele dremm ar roue hag en em gave e kêr, ha penn-skrib an arme a engouestle pobl ar vro, ha tri-ugent den a-douez pobl ar vro en em gave e kêr. 20 Nebuzaradan penn ar warded a dapas anezho hag o c'hasas da roue Babilon da Ribla. 21 Roue Babilon a skoas warno hag o lazhas e Ribla, e bro Hamad. Evel-se Juda a voe kaset er-maez eus e vro. 22 Diwar-benn ar bobl a oa manet e bro Juda, bet lezet eno gant Nebukadnezar roue Babilon, roet e voe dezho evit gouarnour Gedalia mab Ahikam mab Shafan. 23 Holl bennoù an dud a vrezel hag o zud a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour. Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan mab Kareak, Seraja mab Tanumed an Netofatad, Jaazania mab ur Maakatian, int hag o zud. 24 Gedalia a douas dezho ha d'o zud, o lavarout: N'ho pet ket aon da vezañ servijerien ar Galdeiz, chomit er vro ha servijit roue Babilon, hag ez aio mat an traoù ganeoc'h. 25 D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, ha dek den gantañ, a zeuas hag a skoas d'ar marv war C'hedalia, hag e lazhjont ivez ar Yuzevien hag ar Galdeiz a oa gantañ e Mizpa. 26 Neuze an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, ha pennoù ar strolladoù, a savas hag a yeas d'an Ejipt, dre m'o doa aon rak ar Galdeiz. 27 D'ar seizhvet bloaz ha tregont eus harlu Jojakin roue Juda, d'an daouzekvet miz, d'ar seizhvet warn-ugent eus ar miz, Evilmerodak roue Babilon, er bloaz ma teuas da roue, a adsavas penn Jojakin roue Juda, hag a dennas anezhañ eus an toull-bac'h. 28 Komz a reas outañ gant madelezh, hag e lakaas e dron a-us da dron ar rouaned a oa gantañ e Babilon. 29 Goude ma voe cheñchet e zilhad prizonier dezhañ, e tebras dalc'hmat dirazañ e-pad holl amzer e vuhez. 30 Peadra e vuhez pemdeziek a voe roet dezhañ a-berzh ar roue, bemdez, e-pad holl amzer e vuhez. |