Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 24

1 En e amzer, Nebukadnezar roue Babilon a bignas, ha Jojakim a voe sujet dezhañ tri bloaz. Met en em sevel a reas a-nevez a-enep dezhañ.

2 An AOTROU a gasas a-enep dezhañ soudarded eus Kaldea, soudarded eus Siria, soudarded eus Moab, ha soudarded eus Ammon. O c'has a reas a-enep Juda evit e zistrujañ, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU dre e servijerien.ar brofeded.

3 War urzh an AOTROU hepken e c'hoarvezas kement-se da Juda, evit e deurel kuit a-zirak e zremm, en abeg da bec'hedoù Manase ha da gement en doa graet,

4 hag ivez en abeg d'ar gwad didamall en doa skuilhet, rak leuniet en doa Jeruzalem a wad didamall. Hag an AOTROU ne fellas ket dezhañ pardoniñ.

5 Diwar-benn nemorant oberoù Jojakim ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?

6 Jojakim a c'hourvezas gant e dadoù. Ha Jojakin e vab a renas en e lec'h.

7 Roue an Ejipt ned eas ken er-maez eus e vro, rak kemeret en doa roue Babilon kement a oa da roue an Ejipt, adalek froud an Ejipt betek stêr Eufratez.

8 Triwec'h vloaz e oa Jojakin pa zeuas da roue, hag e renas tri miz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Nehushta merc'h Elnatan, eus Jeruzalem.

9 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet e dad.

10 En amzer-se servijerien Nebukadnezar roue Babilon a bignas a-enep Jeruzalem, ha kêr a voe sezizet.

11 Nebukadnezar roue Babilon a zeuas a-enep kêr pa voe e servijerien o sezizañ anezhi.

12 Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.

13 Hag e tennas ac'hane holl deñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue, hag e lakaas a-dammoù an holl draoù aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.

14 Hag e harluas holl Jeruzalem, an holl bennoù hag an holl vrezelourien galonek, dek mil dalc'had, gant ar gilvizien hag an alc'houezerien. Ne vanas den a nemorant, nemet tud paour ar vro.

15 Evel-se e harluas Jojakin da Vabilon, gant mamm ar roue, gwragez ar roue, hag e spazhidi. Hag e kasas d'an harlu eus Jeruzalem da Vabilon holl dud c'halloudek ar vro.

16 Ar vrezelourien, seizh mil anezho, ar gilvizien hag an alc'houezerien, mil anezho, holl tud kreñv ha barrek d'ar brezel, roue Babilon o harluas evel dalc'hidi da Vabilon.

17 Ha roue Babilon a lakaas da roue, e lec'h Jojakin, Matania e eontr, hag e troas e anv e Sedesia.

18 Ur bloaz warn-ugent e oa Sedesia pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamutal merc'h Jeremiaz, eus Libna.

19 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Jojakim.

20 En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.

Lean sinn:



Sanasan