Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 23

1 Neuze ar roue a gasas, evit dastum dirazañ holl henaourien Juda ha Jeruzalem.

2 Hag ar roue a bignas da di an AOTROU gant holl dud Juda hag annezidi Jeruzalem, hag an aberzhourien hag ar brofeded, hag holl bobl adalek ar bihanañ betek ar brasañ. Hag e voe lennet dirazo holl gomzoù levr an emglev a oa bet kavet e ti an AOTROU.

3 Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.

4 Ar roue a c'hourc'hemennas da Hilkija aberzhour-meur, da aberzhourien an eil renk, ha da ziwallerien an treuzoù, kas er-maez eus templ an AOTROU an holl draoù a oa bet graet evit Baal, evit Ashera, hag evit holl arme an neñvoù. Hag e tevas anezho er-maez eus Jeruzalem, e maezioù ar C'hedron, hag e kasas al ludu anezho da Vetel.

5 Lemel a reas kuit aberzhourien an idoloù, a oa bet lakaet gant rouaned Juda evit lakaat da vogediñ en uhellec'hioù, e kêrioù Juda hag en-dro da Jeruzalem. Lemel a reas ivez ar re a lakae da vogediñ da Vaal, d'an heol, d'al loar, d'ar sterennoù ha da holl arme an neñvoù.

6 Kas a reas an Ashera er-maez eus ti an AOTROU, hag er-maez eus Jeruzalem betek froud Kedron, hag he devas e-kichen froud Kedron, hag he lakaas e poultr, hag e taolas ar poultr-se war vezioù mibien ar bobl.

7 Diskar a reas tiez ar baotred en em roe d'ar gasterezh, a oa e ti an AOTROU, e-lec'h ma veze maouezed o wiadiñ teltennoù evit Ashera.

8 Hag e reas dont eus kêrioù Juda an holl aberzhourien, hag e saotras an uhellec'hioù e-lec'h m'o doa lakaet da vogediñ an aberzhourien, adalek Geba betek Beer-Sheba. Diskar a reas uhellec'hioù an dorojoù, an hini a oa war dreuzoù dor Jozue rener kêr, hag a oa a-gleiz en ur vont dre zor kêr.

9 A-hend-all ar re a oa bet aberzhourien an uhellec'hioù ne bignent ket da aoter an AOTROU e Jeruzalem, met debriñ a raent baraoù hep goell e-touez o breudeur.

10 Saotrañ a reas Tofed e traonienn mab Hinnon, evit na lakaje den da dremen e vab pe e verc'h dre an tan evit Molok.

11 Lemel a reas eus digor ti an AOTROU ar c'hezeg a oa bet gouestlet gant rouaned Juda d'an heol, e-kichen ti ar spazhad Netanmelek, e Parvarim, hag e tevas en tan kirri an heol.

12 Ar roue a ziskaras an aoterioù a oa war doenn kambr uhel Akaz, hag o doa graet rouaned Juda, hag an aoterioù en doa savet Manase war ziv leurenn ti an AOTROU. Bruzunañ a reas anezho ouzh o lemel ac'hane, hag e taolas ar poultr anezho e froud Kedron.

13 Ar roue a saotras an uhellec'hioù a oa dirak Jeruzalem, a-zehou d'ar menez a gollidigezh, en doa savet Salomon roue Israel da Astarte, euzhusted ar Sioniz, da Gemosh, euzhusted ar Voabiz, ha da Vilkom, euzhusted mibien Ammon.

14 Bruzunañ a reas ar peulioù, troc'hañ an Asheraoù, hag e leunias al lec'h ma oant gant eskern tud.

15 An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.

16 Ha Jozia, o vezañ en em droet, a welas ar bezioù a oa er menez, hag e kasas da gerc'hat eskern ar bezioù, hag o devas war an aoter. Evel-se e saotras anezhi, hervez komz an AOTROU bet disklêriet dre zen Doue en doa lavaret an traoù-se dirak an holl.

17 Hag e lavaras: Petra eo ar bez-se a welan? Tud kêr a respontas dezhañ: Bez den Doue eo, an hini a oa deuet eus Juda hag en doa kriet a-enep aoter Betel an traoù ac'h eus graet.

18 Hag e lavaras: Ra ne stoko den ouzh e eskern. Mirout a rejont eta e eskern, gant eskern ar profed a oa deuet eus Samaria.

19 Jozia a lamas holl diez an uhellec'hioù a oa e kêrioù Samaria, hag o doa graet rouaned Israel evit kounnariñ an AOTROU. Ober a reas en o c'heñver evel m'en doa graet e Betel.

20 Hag ec'h aberzhas war an aoterioù holl aberzhourien an uhellec'hioù, hag e tevas eskern tud warno. Goude e tistroas da Jeruzalem.

21 Neuze ar roue a roas ar gourc'hemenn-mañ d'an holl bobl o lavarout: Grit ar Pask d'an AOTROU ho Toue, evel ma'z eo skrivet e levr an emglev.

22 Ne oa ket bet graet ur Pask heñvel ouzh hemañ abaoe deizioù ar varnerien a varne Israel, nag e-pad holl zeizioù rouaned Israel ha rouaned Juda.

23 Ar Pask-se a voe graet d'an AOTROU e Jeruzalem d'an triwec'hvet bloaz eus ar roue Jozia.

24 Jozia a gasas kuit ar re a c'houlennatae speredoù hag ar sorserien, an terafim, an idoloù, hag an holl euzhusterioù a veze gwelet e bro Juda hag e Jeruzalem, evit seveniñ komzoù al lezenn skrivet el levr en doa kavet an aberzhour Hilkija e ti an AOTROU.

25 A-raok dezhañ ne oa bet roue ebet heñvel outañ, troet etrezek an AOTROU eus e holl galon, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, hervez holl lezenn Moizez. Ha war e lerc'h, n'eus ket bet savet hini heñvel outañ.

26 Koulskoude an AOTROU ne zistroas ket diouzh e gounnar entanet a oa bet enaouet a-enep Juda, en abeg da gement en doa graet Manase evit e gounnariñ.

27 Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.

28 Diwar-benn nemorant oberoù Jozia ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?

29 En e amzer, Faraon Neko roue an Ejipt a bignas a-enep roue Asiria, etrezek stêr Eufratez, ha Jozia a gerzhas a-enep dezhañ. Met pa welas Faraon anezhañ, e lazhas anezhañ e Megiddo.

30 E servijerien a sammas anezhañ marv war ur c'harr, hag en degasjont da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez. Ha tud ar vro a gemeras Joakaz mab Joaz, hag ec'h olevjont anezhañ, hag en lakajont da roue e-lec'h e dad.

31 Tri bloaz warn-ugent e oa Joakaz pa zeuas da roue, hag e renas tri miz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hamuta merc'h Jeremiaz, eus Libna.

32 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoù.

33 Faraon Neko a ereas anezhañ e Ribla e bro Hamad, evit ma ne renje ken e Jeruzalem. Hag e lakaas war ar vro un taos a gant talant arc'hant hag un talant aour.

34 Faraon Neko a lakaas Eliakim mab Jozia da roue e-lec'h Jozia e dad, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Joakaz, o vezañ bet kemeret, a zeuas d'an Ejipt e-lec'h ma varvas.

35 Jojakim a roas an arc'hant hag an aour da Faraon. Tailhoù a lakaas war ar vro evit kavout an arc'hant-se, hervez gourc'hemenn Faraon. Goulenn a reas digant tud ar vro an arc'hant hag an aour, hervez leve pep hini, da reiñ da Faraon Neko.

36 Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Zebuda merc'h Pedaja, eus Ruma.

37 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'o doa graet e dadoù.

Lean sinn:



Sanasan