Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 22

1 Eizh vloaz e oa Jozia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz ha tregont e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jedida merc'h Adaja, eus Bozkad.

2 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout war holl hentoù David e dad, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz.

3 D'an triwec'hvet bloaz eus ar roue Jozia, ar roue a gasas Shafan mab Azalia mab Meshullam, ar skrib, da di an AOTROU, en ur lavarout:

4 Pign da gavout Hilkija an aberzhour-meur, ra gonto an arc'hant bet degaset e ti an AOTROU, hag a oa bet dastumet gant diwallerien an treuzoù digant ar bobl.

5 Lakaet e vo etre daouarn ar re o deus ar garg eus al labour hag a evesha ti an AOTROU. Hag int a roio anezhañ d'ar re o deus ar garg eus al labour a zo graet e ti an AOTROU, evit adaozañ ha dresañ an ti,

6 d'ar gilvizien, d'ar saverien ha d'ar vañsonerien, evit prenañ koad ha mein-ben, a-benn dresañ an ti.

7 Ra ne vo ket goulennet kontoù diganto evit an arc'hant a vo lakaet en o daouarn, rak labourat a reont gant lealded.

8 Neuze Hilkija an aberzhour-meur a lavaras da Shafan ar skrib: Kavet em eus levr al lezenn e ti an AOTROU! Hag Hilkija a roas al levr da Shafan, hag hemañ a lennas anezhañ.

9 Shafan ar skrib a zeuas da gavout ar roue, hag e tisklêrias an traoù-mañ d'ar roue o lavarout: Da servijerien o deus roet an arc'hant a zo bet kavet en ti, ha lakaet o deus anezhañ etre daouarn ar re o deus ar garg eus al labour hag a evesha ti an AOTROU.

10 Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennañ dirak ar roue.

11 Hag adal ma klevas ar roue komzoù al lezenn, e rogas e zilhad,

12 hag e roas an urzh-mañ d'an aberzhour Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Akbor mab Mikaja, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:

13 Kit, goulennatait an AOTROU evidon, evit ar bobl hag evit Juda a-bezh, diwar-benn komzoù al levr a zo bet kavet. Rak bras eo kounnar an AOTROU a zo entanet a-enep deomp, dre ma n'o deus ket sentet hon tadoù ouzh komzoù al levr-mañ, evit ober hervez kement a zo skrivet evidomp.

14 Hilkija an aberzhour, Ahikam, Akbor, Shafan hag Asaja a yeas da gavout Hulda ar brofedez, gwreg Shallum mab Tikva mab Harhaz, diwaller an dilhad. Hi a oa e chom e Jeruzalem, en eil karter. Hag e komzjont outi.

15 Homañ a lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lavarit d'an den en deus ho kaset davedon:

16 Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gas ur gwalleur war al lec'h-mañ ha war e dud, kement a zo lavaret el levr en deus lennet roue Juda.

17 Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a zo entanet a-enep al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.

18 Ha diwar-benn roue Juda en deus kaset ac'hanoc'h da c'houlennata an AOTROU, e lavarot dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel diwar-benn ar c'homzoù ach eus klevet:

19 Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklêriet a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.

20 Setu perak ez an da zastum ac'hanout gant da dadoù, hag e vi dastumet e peoc'h ez pez, ha da zaoulagad ne welint ket an holl zroug ez an da lakaat da vont war al lec'h-mañ. Hag e tegasjont ar gomz-se d'ar roue.

Lean sinn:



Sanasan