2 Rouned 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 21 1 Daouzek vloaz e oa Manase pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz hag hanter-kant e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hefziba. 2 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel. 3 Adsevel a reas an uhellec'hioù en doa distrujet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioù da Vaal, hag e reas un Ashera evel m'en doa graet Akab roue Israel, hag e stouas dirak holl arme an neñvoù, hag o servijas. 4 Sevel a reas ivez aoterioù e ti an AOTROU, daoust m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn: E Jeruzalem e lakain va anv. 5 Sevel a reas aoterioù da holl arme an neñvoù war an div leurenn eus ti an AOTROU. 6 Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoù hag igromañserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ. 7 Lakaat a reas skeudenn gizellet Ashera en doa graet, en ti m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mañ hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel. 8 Ne lakain ken Israel da gerzhout er-maez eus an douar am eus roet d'o zadoù, gant ma taolint hepken evezh d'ober kement am eus gourc'hemennet dezho, hervez an holl lezenn en deus gourc'hemennet dezho va servijer Moizez. 9 Met ne sentjont ket, ha Manase o diankas, hag e reas dezho ober gwashoc'h eget ar broadoù o doa distrujet an AOTROU a-zirak mibien Israel. 10 Hag an AOTROU a gomzas dre e holl servijerien ar brofeded o lavarout: 11 Manase roue Juda en deus graet an euzhusterioù-se, gwashoc'h eget kement o deus graet an Amoreaned a-raok dezhañ, ha lakaet en deus Juda da bec'hiñ dre e idoloù, 12 en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Setu ez an da lakaat da zont war Jeruzalem ha war Juda un droug, e doare ma piv bennak a glevo komz dioutañ, e tinto dezhañ e zivskouarn. 13 Astenn a rin war Jeruzalem kordenn Samaria ha kordenn-rezañ ti Akab, hag e naetain Jeruzalem evel ma vez naetaet ur skudell, a zo hejet-dihejet goude bezañ bet naetaet. 14 Hag e tilezin nemorant va hêrezh, hag e lakain anezho etre daouarn o enebourien, hag e teuint da vezañ un diwisk hag ur preizh evit o holl enebourien, 15 dre m'o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, ha m'o deus va c'hounnaret, abaoe an deiz m'eo deuet o zadoù eus an Ejipt betek hiziv. 16 Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU. 17 Diwar-benn nemorant oberoù Manase ha kement a reas, ar pec'hed a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 18 Ha Manase a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e liorzh e di, e liorzh Uzza. Hag Amon e vab a renas en e lec'h. 19 Daou vloaz warn-ugent e oa Amon pa zeuas da roue, hag e renas daou vloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Meshullemed merc'h Haruz, eus Jotba. 20 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Manase e dad. 21 Kerzhout a reas war an holl hentoù en doa heuliet e dad, hag e servijas an idoloù en doa servijet e dad, hag e stouas dirazo. 22 Dilezel a reas an AOTROU Doue e dadoù, ha ne gerzhas ket war hentoù an AOTROU. 23 Servijerien Amon a iriennas a-enep dezhañ, hag a lakaas anezhañ d'ar marv en e di. 24 Ha pobl ar vro a lazhas an holl re o doa iriennet a-enep ar roue Amon, ha pobl ar vro a lakaas da roue e vab Jozia en e lec'h. 25 Diwar-benn nemorant oberoù Amon ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 26 Sebeliet e voe en e vez e liorzh Uzza. Ha Jozia e vab a renas en e lec'h. |