Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 20

1 En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.

2 Neuze Ezekiaz a droas e zremm ouzh ar voger hag a bedas an AOTROU,

3 hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.

4 Izaia ne oa ket c'hoazh aet pelloc'h eget porzh ar c'hreiz, ma voe disklêriet outañ komz an AOTROU, o lavarout:

5 Distro, ha lavar da Ezekiaz rener va fobl: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu ez an da yac'haat ac'hanout. A-benn tri deiz e pigni da di an AOTROU,

6 hag e lakaan pemzek vloaz ouzhpenn war da zeizioù. Me a zieubo ac'hanout, te hag ar gêr-mañ, diouzh dorn roue Asiria, hag e tiwallin ar gêr-mañ, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.

7 Izaia a lavaras: Kemerit ur bern fiez. Hag e kemerjont hag e astennjont anezhañ war ar gouli, hag e voe yac'haet.

8 Ezekiaz en doa lavaret da Izaia: Dre beseurt arouez ec'h anavezin e vin yac'haet gant an AOTROU, hag e pignin a-benn tri deiz da di an AOTROU?

9 Izaia a lavaras: Setu evidout an arouez a-berzh an AOTROU, penaos e seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet: Ar skeud, ha mont a raio a-raok a zek derez, pe souzañ a-dreñv a zek derez?

10 Ezekiaz a lavaraz: Nebeut a dra eo ma'z afe ar skeud a-raok a zek derez; met kentoc'h, ra souzo a-dreñv a zek derez!

11 Ar profed Izaia a grias d'an AOTROU, a lakaas da souzañ en-adreñv a zek derez ar skeud, hag e tiskennas war horolaj-heol Akaz.

12 En amzer-se Berodak-Baladan mab Baladan, roue Babilon, a gasas ul lizher gant ur prof da Ezekiaz, rak en doa gouezet e oa bet klañv Ezekiaz.

13 Ezekiaz a selaouas outo, hag e tiskouezas dezho ti e draoù prizius, an arc'hant, an aour, al louzoù-frondus, an eoul prizius, e harnezioù, kement en em gave en e deñzorioù. Ne voe netra a gement na ziskouezas ket Ezekiaz en e di pe en e holl zomani.

14 Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekiaz, hag e lavaras dezhañ: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec'h ez int deuet da'z kavout? Ezekiaz a respontas: Deuet int eus ur vro bell, eus Babilon.

15 Neuze e lavaras: Petra o deus gwelet ez ti? Ezekiaz a respontas: Gwelet o deus kement a zo em zi, n'eus netra em zeñzorioù ha na'm eus ket diskouezet dezho.

16 Neuze Izaia a lavaras da Ezekiaz: Selaou komz AOTROU:

17 Setu e teuio an deizioù ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoù dastumet en o zeñzorioù betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU.

18 Kemeret e vo zoken eus da vibien, eus ar re zeuet ac'hanout, bet ganet ac'hanout, evit bezañ spazhidi e palez roue Babilon.

19 Ezekiaz a lavaras da Izaia: Mat eo komz an AOTROU ac'h eus disklêriet. Hag e lavaras c'hoazh: Ha ne vo ket peoc'h ha surentez e-pad va deizioù?

20 Diwar-benn nemorant oberoù Ezekiaz, e holl gurioù, ha penaos e reas ar stank hag ar gorzenn evit lakaat dour da vont e kêr, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?

21 Ezekiaz a c'hourvezas gant e dadoù. Ha Manase e vab a renas en e lec'h.

Lean sinn:



Sanasan