Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

2 Rouned 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Pa savas an AOTROU Elia en ur gorventenn d'an neñvoù, e teue Elia hag Elizea eus Gilgal.

2 Elia a lavaras da Elizea: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Vetel. Met Elizea a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e tiskennjont da Vetel.

3 Mibien ar brofeded a oa e Betel a zeuas da gavout Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.

4 Elia a lavaras dezhañ: Elizea, chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Jeriko. Met lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e teujont da Jeriko.

5 Mibien ar brofeded a oa e Jeriko a dostaas ouzh Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.

6 Elia a lavaras dezhañ: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon d'ar Jordan. lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se ez ejont o-daou di.

7 Hanter-kant den a-douez mibien ar brofeded a zeuas hag en em zalc'has pell a-dal. O-daou a chomas en o sav e-kichen ar Jordan.

8 Neuze Elia a gemeras e vantell hag a rollas anezhi, hag e skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag e tremenjont o-daou war ar sec'h.

9 Pa voent tremenet, Elia a lavaras da Elizea: Goulenn ar pezh a fell dit a rafen evidout, a-raok ma vin lamet diganit. Elizea a lavaras: Ra vo warnon, mar plij, ur muzul daougement eus da spered.

10 Hag e lavaras: Goulenn a rez un dra diaes. Mar gwelez ac'hanon pa vin lamet diganit, e c'hoarvezo evel-se, anez, kement-se ne c'hoarvezo ket.

11 Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.

12 Elizea, o sellout outañ, a grie: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh! He ne welas ken anezhañ. Hag o kregiñ en e zilhad, o rogas e daou damm.

13 Hag e c'horroas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ. Hag e tistroas, hag e chomas war ribl ar Jordan.

14 Kemer a reas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ, hag e skoas war an doureier en ur lavarout: Pelec'h emañ an AOTROU Doue Elia? Eñ ivez a skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag Elizea a dremenas.

15 Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.

16 Lavarout a rejont dezhañ: Setu, e-touez da servijerien ez eus hanter-kant den kalonek. Mar plij, lez anezho da vont da glask da vestr. Marteze Spered an AOTROU en deus e lamet hag e daolet war ur menez pe en un draonienn bennak. Hag e lavaras: N'o c'hasit ket.

17 Met derc'hel a rejont warnañ betek ma vefe mezhek ha ma lavarfe: Kasit. Hag e kasjont hanter-kant den, a glaskas e-pad tri deiz, ha ne gavjont ket anezhañ.

18 Hag e tistrojont d'e gavout da Jeriko, e-lec'h ma oa chomet. Eñ a lavaras dezho: Ha ne'm boa ket lavaret deoc'h: N'it ket?

19 Tud kêr a lavaras da Elizea: Setu, chomadenn er gêr-mañ a zo plijus, evel ma wel va aotrou, met an dour a zo fall hag an douar a zo difrouezh.

20 Eñ a lavaras: Kasit din ul lestr nevez, ha lakait holen ennañ. Hag e kasjont dezhañ.

21 Hag ez eas da vammenn an doureier, hag e taolas holen enni en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Yac'haet em eus an doureier-mañ, ha ne vint ken kiriek na da varv na da zifrouezhidigezh.

22 An doureier a voe yac'haet betek hiziv, hervez ar ger en doa disklêriet Elizea.

23 Hag ac'hane e pignas da Vetel. Evel ma pigne dre an hent, e teuas paotred vihan eus kêr, oc'h ober goap outañ o lavarout: Pign moal! Pign moal!

24 O tistreiñ, e welas anezho hag o milligas en anv an AOTROU. Neuze div arzhez a zeuas eus ar c'hoad hag a ziframmas daou-ugent eus ar vugale-se.

25 Mont a reas ac'hane da Venez Karmel, a-belec'h e tistroas da Samaria.

Lean sinn:



Sanasan