2 Rouned 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 1 En trede bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, e teuas da roue Ezekiaz mab Akaz roue Juda. 2 Pemp bloaz warn-ugent e oa pa zeuas da roue, hag e renas nav bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Abi merc'h Zakaria. 3 Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet David e dad. 4 Lemel a reas kuit an uhellec'hioù, drailhañ ar peulioù, diskar an Asheraoù, ha bruzunañ an naer arem en doa graet Moizez, rak betek an deiz-se mibien Israel a lakae da vogediñ dezhañ; anvet e voe Nehushtan. 5 Lakaat a reas e fiziañs en AOTROU Doue Israel, ha ne voe hini ebet heñvel outañ war e lerc'h e-touez holl rouaned Juda, na kennebeut e-touez ar re a oa bet en e raok. 6 Staget e oa ouzh an AOTROU, ne zistroas ket dioutañ. Mirout a reas ar gourc'hemennoù en doa roet an AOTROU da Voizez. 7 An AOTROU a voe gantañ, e kement lec'h ma'z ae e rae berzh. En em sevel a reas a-enep roue Asiria, ha ne voe ken sujet dezhañ. 8 Kannañ a reas ar Filistined betek Gaza hag he zrowardroioù, adalek tourioù ar warded betek ar c'hêrioù kreñv. 9 Hag e c'hoarvezas er pevare bloaz eus ar roue Ezekiaz, a oa ar seizhvet bloaz eus Ozea mab Ela roue Israel, ma pignas Salmanazar roue Asiria a-enep Samaria, hag e sezizas anezhi. 10 A-benn tri bloaz he zapas. Ar c'hwec'hvet bloaz eus Ezekiaz, a oa an navet bloaz eus Ozea roue Israel, e voe tapet Samaria. 11 Roue Asiria a harluas an Israeliz da Asiria, hag o lakaas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media, 12 dre ma n'o doa ket selaouet ouzh mouezh an AOTROU o Doue, met m'o doa torret e emglev, ha dre ma n'o doa na selaouet na graet ar pezh en doa urzhiet Moizez servijer an AOTROU. 13 Hag er pevarzekvet bloaz eus ar roue Ezekiaz, Sankerib roue Asiria a bignas a-enep holl gêrioù kreñv Juda hag o zapas. 14 Neuze Ezekiaz roue Juda a gasas da lavarout da roue Asiria: Pec'het em eus. Pella diouzhin, me a baeo ar pezh a lakai warnon. Roue Asiria a lakaas war Ezekiaz roue Juda tri c'hant talant arc'hant ha tregont talant aour. 15 Ezekiaz a roas an holl arc'hant a gavas e ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue. 16 En amzer-se, Ezekiaz a lamas al lavnennoù aour en doa lakaet Ezekiaz roue Juda e-unan war zorojoù ti an AOTROU ha war ar postoù, hag en roas da roue Asiria. 17 Roue Asiria a gasas Tartan, Rabsariz ha Rabshake, eus Lakish da Jeruzalem, gant un arme vras, a-enep ar roue Ezekiaz. Pignat a rejont hag e teujont da Jeruzalem. P'o deus pignet, e teujont hag en em zalc'hjont e-kichen ar gorzenn dour eus ar stank uhelañ, war hent park ar c'hommer. 18 Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour. 19 Rabshake a lavaras dezho: Lavarit bremañ da Ezekiaz: Evel-henn e komz ar roue bras, roue Asiria: Petra eo ar fiziañs-se en em harpez warni? 20 Komz a rez, met n'int nemet komzoù! Ar c'huzul hag an nerzh a zo ret evit ar brezel. Ha bremañ e piv e fiziez evit en em sevel a-enep din? 21 Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ. 22 Ha mar lavarit din: Ni a laka hor fiziañs en AOTROU hon Doue, daoust ha n'en deus ket lamet Ezekiaz e uhellec'hioù hag e aoterioù, en ur lavarout da Juda ha da Jeruzalem: Dirak an aoter-mañ e Jeruzalem e stouot? 23 Ha bremañ gra marc'had gant va mestr roue Asiria: reiñ a rin dit daou vil marc'h mar gellez kaout marc'hegerien da bignat warno. 24 Penaos e rafes evit kas war-dreñv an disterañ gouarnour eus servijerien va mestr pa fiziez en Ejipt, evit ar c'hirri hag ar varc'hegerien? 25 A-hend-all, hag-eñ eo hep an AOTROU ez on pignet a-enep al lec'h-mañ evit e zistrujañ? An AOTROU en deus lavaret din: Pign a-enep ar vro-se ha distruj anezhi. 26 Eliakiam mab Hilkija, Shebna ha Joak a lavaras da Rabshake: Mar plij, komz ouzh da servijerien en Aramaeg, rak ec'h anavezomp anezhañ, ha na gomz ket e yezh Judaek ouzh divskouarn an dud a zo war ar voger. 27 Rabshake a lavaras dezho: Hag eo davet da vestr pe davedout en deus va c'haset va mestr evit lavarout an traoù-se? Ha n'eo ket etrezek an dud a zo war ar voger, a zo o tebriñ o mon hag oc'h evañ o zroazh ganeoc'h? 28 Neuze Rabshake en em zalc'has en e sav hag a grias a vouezh uhel e yezh Judaek, hag e komzas o lavarout: Selaouit komz ar roue bras, roue Asiria; 29 evel-henn e lavar ar roue: Ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h, rak ne c'hello ket ho tieubiñ diouzh va dorn. 30 Ra ne lakaio ket Ezekiaz ac'hanoc'h da fiziout en AOTROU en ur lavarout: An AOTROU ne vanko ket d'hon dieubiñ, hag ar gêr-mañ ne vo ket lezet e daouarn roue Asiria. 31 Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs, 32 betek ma teuin ha ma kasin ac'hanoc'h d'ur vro heñvel ouzh hoc'h hini, ur vro a winizh hag a win, ur vro a vara hag a winiegi, ur vro a olivez, a eoul hag a vel; hag e vevot ha ne varvot ket. Na selaouit ket Ezekiaz, rak touellañ a ra ac'hanoc'h o lavarout: An AOTROU hon dieubo. 33 Doueoù ar broadoù, hag o deus dieubet pep hini e vro diouzh dorn roue Asiria? 34 Pelec'h emañ doueoù Hamad hag Arpad? Pelec'h emañ doueoù Sefarvaim, Hena hag Ivva? Ha dieubet eo bet zoken Samaria diouzh va dorn? 35 A-douez holl doueoù ar broioù-se, pere o deus dieubet o bro diouzh va dorn, evit ma tieubo an AOTROU Jeruzalem diouzh va dorn? 36 Ar bobl a davas ha ne respontas ket ur ger dezhañ, rak ar roue en doa urzhiet-se o lavarout: Ne respontot ket dezhañ. 37 Hag Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour, a zistroas da gavout Ezekiaz, o dilhad roget, hag e lavarjont dezhañ komzoù Rabshake. |